Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/382

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

— 81 — MATHURIN Ia, mad eo an avis, Francès, raktal ez an Dober vel livirit. Pa em boa eveldoc’h Goad tom em goazied hag eur galon grenvocJh, Ne dec’hen ket velse dirak eur vrumennig, Mes an den koz zo sempl vel eur c’hrouadurig. Ah! paour kez Mathurin, den ker mad, ker zantel! Pedi ’ra ’vit ma teui he vestr da veza El. Nag a chapeledou ’n euz c’hoaz da lavaret Araog ma teui he vestr da veza beleget Megred e choulen re, kalz re digant Doue. Ar pez a c’houlen hen, rae her goulen ive Tit beza selaouet me roffe va bue, Va goad. FRANCÈS Ha! bugale, pesseurt kalon c’heuz-c’houi ? ’Vit doare c’houi n’oc’h ket great evel ma ’z omp-ni. Choui rank beza breudeur Elez ar Baradoz Pa ’z eo guir e c’hellit karet tud a valloz, Karet Keriolet! Choui ker glan ha ker pur. PER Piou gar ket he baeron ? den ebet a dra zur. Eaz eo karet eun den pa vev ervez Doue, Mes evit eun hailloun ne roin ket va bue Zoken pa veffe red, evit ma vo salvet ; He blas, kreiz anifern, gant an diaoul zo gret. Peoc’h, Francès, me ho ped, ne gomzit ket velse ! Mar deuz tud fall er bed, guell eo pedi ’vithe, Rak ene an dud fall en euz koustet kement Dfhor Zalver var ar Groaz, hag ene kaer ar Zent. PEVARE PENNAD FRANCÈS HA PER FRANCÈS PER FRANCÈS PER — 8