Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/387

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

— 86 — SEISVET PENNAD KERIOLET IIAG IZAAK IZAAK Ah! setu eur gomz vad, Aotrou Keriolet, Eur gomz vel ma ouzoc’h c’houi hebken lavaret, Hag a laka an diaoul en ifern da c’hoarzin. KERIOLET N’eo ket bet aliez trist abalamour d’in Izaak. — Aboue pegoulz ez oc’h c’houi deut en dro ? IZAAK Abaoue dec’h da noz, Aotrou ez oun er vro. Me zo deut d’ar pardon, vit dastum gueneien, Va renk ’m euz kemeret etouez an oll beorien A veler o pedi tro var dro d’ar feunteun ; Mes siouaz d’in, va yalc’h n’eo ket bet hanter leun. An dud ne deuont mui da zelaou ar sorser, Marvad vezo ret d’in dilezel va micher. KERIOLET N’euz ket c’hoaz pemp sizün ’m euz roet d’eoc’h kant skoet Eat int gant an avel marvad ? IZAAK Ia, dispignet. Mes, Aotrou, c’houi oc’h euz peadra evit daou! Ha n’oc’h euz ket c’hoaz d’in paeet va labourou; Ma karfec’h adare rei d’in nebeut skoejou. KERIOLET Malloz ruz, arc’hant c’hoaz ? IZAAK Goustadik, me ho ped Rak me n’oun ket bouzar, ne gredan ket ve red Komz d’in a bouez ar penn. KERIOLET Komzomp eta siouloc’h. Mes me garfe gouzout petra dlean c’hoaz d’eoc’h, Digitized by GoOgl