Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/390

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Mes biskoaz ar Verc’hez ne deuz va zelaouet, Ha da choude, pell zo, emeuz he dilezet!... Ouspenn zo, piou morse ’n euz guelet ar Verc’hez ? Evidon-me lavar, aman, e guirionez, Ne gredan nag ennhi, na zoken e Doue. Nem euz kredet morse nemet en eur roue, An diaoul eo ar roue em euz bepred karet.... Ar pez a lavaran ne blij ket d’eoc’h, me gred, P*eo guir e chommit mud, heb laret ger ebet. KERÏORET Kalz re hirr eo ho teod, er vech-man, kos sorser! IZAAK Ah ! o komz vel ma ran, ne glasken met ober Eun tam plijadur d’eoc’h... me c’hell dont var va c’hiz.... KERIOLET Evit beza furoc’h, klevit mad eun avis : Keit ma viot lojet ha bevet e va zi, E tifennan d’eoc’h komz deuz ar Verc’hez Vari, Pe m’ho stlapo er meaz, malloz ruz, vel eur c’hi. Klevet oc’h euz, Izaak ? IZAAK Ia, rak me glev a bell. Hag e kreiz ho kalon e klevan an avel O c’houeza a bep tu; ho kalon zo digor Da gement a drcmen, vel eur c’hos ti heb dor. Choui a zelaou heman, selaou a rit hennez, Selaou a rit an diaoul hagive ar Verchez. Hirio c’houi zo mignon d’an diaoul hag antronoz Choui c’halvo d’ho sikour oll zent ar baradoz. Guechall, m’her goar, Aotrou, c’houi a oa kalz krevoc’h, E chapel ho kalon ne oa nemet eur c’hloc’h! Ne oa met eun aoter, Aotrou, vit an oferen, Aoter an drouk spered, roue du an ifern. KERIOLET Kaer o deuz labourat, an diaoul hag ar zent, Me zo mestr d’am c’halon, kerkoulz ha diagent, Digitized by GoOgl