Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/391

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

C — 90 — Ha ne lakin ennhi, nag an diaoul nag he c’hoar, Na sent ar baradoz, na Doue, nïhcn lavar. IZAAK Neo ket eaz da grcdi, ha dreist oll p’ho klever O komz deuz ar Verc’hez gant kement a zousder. Chommet oun sebezet. KERIOLET Muioc’h e vezot c’hoaz, Klevit: Keriolet a lavar bep mintin Hag a greiz he galon, stouot var he zaoulin, Eun « Ave Maria. » IZAAK Mall braz eo deoc’h neuze, En eur gouent benag mont da viska eur zae. Ne vo ket c/hoarzet kalz e marc’had kear Auray ! Pa vezo klevet komz deuz ar mirakl braz-se. (Keriolet a siskoues e ma o vontkuit.) Marvad ez it breman da bedi ho Kuerc’hez, Evidon-me jommo eur pennad c’hoaz er mez, ’Vit guelet ar stcred o lintra a zioc’h ker; Ne ’z euz netra kuzet da lagad ar sorser. Hen vel ar pez a vo hag ar pez a zo bet Varc’hoaz me laro d’eoc’h ar pez am bo guelet. KERIOLET Ne ouezin ket araok? nosvez vad d’eoc’h neuze. IZAAK Aotrou Keriolet, nosvez vad d’eoc’h ive. EISVED PENNAD IZA\K [he-unan) Ia, sao da benn d’an neac’h, Izaak, ar sorser koz Sell mad ouz ar stered, a lintr e kreiz an noz. Nag a stered hirio a velan ’zioc’h d’am fenn Setu an hini c’hlaz o tont da veza guen. Nan, nan, ne ’z euz netra kuzet vit ar sorser, Ar pez ne ra den all, me a c’hell hen ober: Digitized by GoOglC —