Ar baluc’hen a zo eur skabel hirr, en eur penn anezhi ez euz eul laonen goad, ledan, stardet mad en he za hag he c’hriben araog. Ar penn all e0 skabel ar baluc’herez. Hon-man a grok gant he daou zorn en tam lin hag a gass hag a zigass anezhan buhan var tremm al laonen goad beteg ma teu an tam ganthi e pep dorn.
Neuze e laka adare an daou dam en unan hag e ra ar memez tra ken na chomm mui tam kanastr ebet etouez al lin.
Dic’hrozet evelse, al lin a vezo bremaik great bleo anezhan gant ar c’hribinou. Daou seurt kribinou zo : ar re rouez pe boull hag ar re fin.
Ar c’hribinou a zo great gant dent houarn lem ag hirr sanket mad en eur planken a renkennadou tost ha tost. Var ar penn all deuz ar planken e vez lakeat our mean pounner evit miret ne deufe ar c’hribinou deuz he blas pa vez chachet var an dornad lin a ia a dreuz an dent houarn. Ar stoup a chomm etre dent ar c’hribinou ha goudeze e vez peurc'hreat al labour var ar c’hribinou fin. An tam lin a zo mad breman da neza, ha da c’hortoz e vez stec’hennet ha lakeat a gostez.
Evit neza e vez lakeat da genta ar skoden lin-ze var ar geiel a vez staget sounn deuz kostez kleiz an hini a zo oneza, evit ma c’hello, gant he bizied, chacha a1 lin a dammou bian. Dre ma teu an neuden er meaz e vez laket tro ennhi gant an inkin, ha pa vez erru hir aoualc’h e vez destumet en dro d’an inkin-ze.
Neza gant eun inkin a zo difoun, kalz buanoc’h e rer gant ar c’har neza. Ar c’hirri-man ne ’z euz mui kalz anezho.
Da genta ez euz eur planken teo var bevar droad, ha var eur penn deuz ar planken-ze ez euz eur stern evit ar rod. Hon-man a zo en he za hag e deuz peurvuia var dro daou droatad hueldet pe ouspenn. Gant he dorn deo an nezerez a gass ar rod en dro divar bouez eun dornikel. En dro d’ar rod e ma ar gorden gar great, a leverer, gant bouzellou girvi. Er penn all d’ar planken e ma kriben