ar c’har, da lavaret eo, daou dam koat teurniet peurvuia, hag eun nebeut var zao heb beza a bloum. Var kriben ar c’har a dreuz, e kreiz, co stag ar verzit ha var ar verzit e ma ar graouen. Houman zo eur rod vian hag a zo varnezhi meur a rouden evil korden ar c’har. Ar gorden o tremen var ar graouen eo a ra d'ar verzit trei, ha trei buan zoken. Ar verzit a zo stag var kriben ar c'har gant diou vetezen, unan var bep post. Eur vetezen a zo eun tamik ozil gwenv pleget ha lakoat he zaou hcnn er memez toull. Evit ma ’z ai easoc’h ar verzit en dro e vez lakeat eun tam lard gant ar vetezen.
E kreiz etre an daou dam koat teurniet hanvet kriben ar c'har ez euz c'hoaz unan all, eun nebeut moannoc'h, heman zo he hano an eskop ha n'eo ket mam en he blas ; stag ez euz outhan eun tam ler hanvet bridaouerez, ha labour ar vridaouerez eo starda ar verzit, pa vez ezom. Evit se ne ’z euz da ober nemet trei an eskop eun nebeut.
Beg ar verzit da neza neud a zo toull ; dre an toull-ze eo e tremen an neuden hag ar verzit o trei buan a laka tro en neuden. Houman, eur vech troet a ia anezhi he-unan da gaout an dantier pe an droel. An dantier a zo koat, henvel deuz eun houarn marc’h ha dent houarn ennhan, ha staget var ar verzit azioc‘h d’ar ganel. An dent houarn-ze a zo evit renka mad an neud var ar ganel. Pa vez aoualc’h a neud dirag eun dant e vez lakeat an neuden var an dant pelloc’h, hag evelse ez eo diriskl d’an neud da roestla. Pa vez leun eur ganel e vez lakeat unan all en he flas.
L. G.
Setu ganet adare eul leor brezoneg, he hano eo Mouez reier Plougastel. Ouspenn ar vouez-se a glever pa lenner al leor ; klevet a rer ive mouez Breiz-Izel, mouez ar Brezoneg, mouez ar feiz hag hini Sent Breiz-Izel. Kalz gwerziou ha kanaouennou brao a zo e Leor Klaoda, ha Feiz ha Breiz p’e ma o c’houlen leoriou skrivet e Brezoneg mad, a lavar da C’hlaoda : mad eo, kendalc'hit.
Ar bleuniou er prajeier n‘int ket oll ken kaer ha ken kaer ; evelse e c’hoarvez ive gant ar bokedou a zo el leor nevez-man. Ar re a vezo lennet gant ar brasa plijadur, eo