— 98 — Ne ’z euz nemet eun hent hag a gass d’an Knv. hent ar zantelez. 1° Ar zantelez miret a oll viskoaz : 2° Ar zantelez renevezet er galon. Piou hor zikouro ? Sakramant ar binijen DIOU LODE* ER KikltAMm II %^ 1° Sakramant ar Binijen ennhanhe-unan ; 2° Sakramant ar Éinijen en hini a dosta uutlian. Kenta Loden Aman pemp goulen. 1° Petra eo Sakramant ar Binijen ? 2° Penaoz ha gant piou eo bet great! 3° Pegen talvouduz eo ? 4° Pegen red eo d’an den tostad outbau f 5° Pegen nerzuz eo he c’halloud ? § 1° Petra eo Sakramant ar Binijen f Arabg respount eo red anaout petra eo ar Vertuz a Binijen. Ar Vertuz a Binijen a zo : 1° Eur c’hlac’har vraz da veza pec’het ; 2° Eur gasoni euz ar pec’het great; 3° Gant eur propos stard d’en em viret outhan hiviziken. Glac’har, kasoni ha guir c’hoant, setu aze ar Vertuz a Binijen. Dreizhi eo en em zalve ar pec’her araog Jesus-Christ. Anezhi eo bet lavaret : Margrit pinijen, ho pec’hejou n’ho kollint ket ; ma na rit ket pinijen ez eot oll da goll dre ar memes hent. Ar vertuz-se a zobet great anezhi eur Zakramant #ant Jesus-Christ. Sakramant ar Binijen a zo eta eur zakra- mant great gant hor Zalver Jesus-Christ evit distruja ao oll bec’hejou great goude ar Vadiziant. Evit ma vezo Sakramant eo red : 1° Aberz ar pec’her, kovesion, kontrision ha satis- faksion ; 2° Ha varnezho aberz ar beleg, komzou an absolven : Hoc’h absolvi a ran euz ho pec’hejou en hano an Tad, g Mab hag ar Spered Glân. Digitized by GoOglC
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/404
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ