Evit trocTm berr, Beaumanoir a ginnig da Bembroc’h eun emgan etre eun nebeut Saozon ha kement all a Vre- toned. « Arabat e ve re nebeut, eme Bembroc’h, rak ne dal ket ar boan, ha ne ve brud ebed ouz ho zaol kaer. » — « Kement a ma kerrot, eme Beaumanoir. » Lakcat oa tregont a bep tu, ha merket an deiz hag an heur. An daou gabiten a douaz beza etal ar vezen dero a oa hanter hont etre Josselin ha Ploermel. Distro da Josselin, Beaumanoir oa mall ganthan dis- kleria d’an dud a vrezel ar pez oa tremenet etre Pem- broc’h hag hen; hag ar re-man, stad cnnho o kaout an tu da gempen Saozon, a c’houlenne oll kaout perz er c’hrogat. Beaumanoir a gemeraz tregont hag hen he-unan a rea unan ha tregont. Setu ama ho hano e galleg: Chevaliers : Jean de Beaumanoir, de Tinténiac, Guy de Rochefort, Yves Charruel, Guillaume dc la Marche, Ro- bin Raguenel, Huon de Saint-Yvon, Caro de Bodegat, Ollivier Harrel, Geoffroy du Bois, Jéhan Rousselot. Ecuyers: Guillaume de Montauban, Alain de Tinténiac, Tristan de Pestivien, Alain de Keranrais, Louis Goyon, Olivier de Keranrais, Geoffroy de la Roche, Guyon de Pontblanc, Geoffroy de Beaucorps, Maurice du Parc, Jéhan de Sérent, Fontenny, Huguet Trapus (ou Capus), Geoffroy Poulard, Maurice de Tronguidy, Geslin de Tronjruidy, Guillaume de la Lande, Olivier de Monteville, Simon Richard, Geoffroy de Mellon. Pa baraz an dervez braz, ar zeiz var-n-ugent a viz Meurs 1351, pevare sul ar c’horaiz, Beaumanoir hag he dud a ieaz oll d’an oferen ha da gommunia. Abenn an heur merkct edont e lanneg Hanter-Hent. Pembroch a oa en em gavetaraog gant ugent Zaoz, c’huec’h Allemand ha pevar deuz bro Braban. Aman koulsgoude ez eo izelloc’h he griben eget e Ploermel. Argila ra, klask a ra zoken digareziou, n’euz mui a c’hoant d’en cm ganna. « Marteze, emezhan, hor mistri negavintketmadar pez a reomp,ha nouzoun ket ha tal- vezout a ra ar boan d’en em laza evit ken nebeut a dra. » Beaumanoir a c houlen digant he re petra zonjent var gementse, hag ar re-man a lavar, oll eu eur vouez : c Re zivezad eo, ni fell d’eomp en em ganna a eneb ar re a glaek lemmel ar vro digant hon duk, »
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/415
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ