Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/418

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

112 — ar barres ne fellas dezho biken, rei digemer dezhan. — « Da ober petra emezho ? An Aotrou Jestin a garomp. Ne fell ket d’eomp he lezel da vont cuit evit kemeret eun Coulscoude, tud ar c’houarnamant o chom e Brest, a lavaras e vije tronet, cousto pe gousto, ar persoun intru e Plabennec d’ar zul kenta a vis c’huevreurv Setu, d’an deis-se, tri-ugent soudard oc’h erruout er bourg, gant ar beleg fall. Den na ieas d’ho diambroug na cuzullerien an ti kear, na re all. En eur ziguezout ez eont var eün d’an ilis. Eno, an Aotrou Jestin oa o lavaret an oferen. En ilis a oa tud aleis. Hag en dro d’an aoter, tregont goas eui ar re grenva, etail da zifen, ma vije red, hoferson caret. 0 velet kement-sc, ar zoudardet hag ar beleg intru en em dennas ker lostoc ha tra. Evelk^n, araog cuitaat ar bourg, e torjont cuzullerienti kear deus ho c’harg. En ho leac’h e lacajont re all hag a sinas troni ar beleg intru, d’ar zul varlerc’h. Moes ar re- ma a zavas buhan keus gantho, ha pell araog ar zul & roas an diles deus ar garg o doa kemeret. Potret Brest a deuas neuze varzu Plabennec gant daou bez canol ha pemp cant soudard. Plabennegis a ioa oll er bourg. Cals oa fusuillou gan- tho, hag a venne staga da zoudardet ar Republic. Mc&s ar re ma a loskas, a ziabell, daou denn canol. 0 velet hag o clevet kement-se, tud calonec Plabennec a gomprenaz ne vijent morse treach ma vije emgann- Plega rajont. An Aotrou Jestin oa cro^et ennhan ha casset d’ar pri- son hag ar beleg intru oa lakeat en he leac’h. Moes, foult- biken morse, den deuz ar barres na ieas da velet d’an ilis, petra a rea eno. Penaoz oa bet saveteet he vuez d’an tad Noirot Eul lezen great gant ar c’houarnamant, 1794, a zouge e ranke ar velein toui sentidigez d’al lezcn a zistage ilis Bro-Chall deus ilis Rom, pe mont kuit deus ar vro. Ar re ne falveche ket gantho toui n vye lakeat d*ar maro pe-