MATHtfRIN Kanit, va bugale, plijadur reot d’in, Meuli Santez Anna eo peden Matburin. Deut omp, o Mam Santez Anna, Rouanez ar Vretoned, D’ho pedi bete Keranna En ho ti benniget. Deut omp da c’houlen diganeoc’h Pedi ’n Aotrou Doue Vit ma c’hellimp beza krenvoc’h Eneb ar fallente. Santez Anna, o Mam garet, Mam ar vugaligou, Roit sklerijen d’hor spered Ha nerz d’hor c’halonou. Kreskit, o Mam garantezuz, Kreskit hor charantez Evit ho mab bihan Jesus Epad hon oll vuez. Sellit, sellit, duhont.....red varlerc’h da zenved, Biel, ha kers buhan, e maint oll o lamet E park ar guiniz. Raktal, eat oun, ne raint ket re govad. MATHURIN ’Vidoc’houi, bugale, kanit c’hoaz eur c’houplat, Da c’hortoz ma vezo distro ho kamarat tivirit ar chouplat zo evit ar pec’her, Vit ma vezo Dôue truezuz ’n he gever. KANTIK UNAN MATHURIN PER Ia, ia, hag e park va zad ! OLL (assamblez) - Kerz ’ta.
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/422
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ