Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/433

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 127 —

benag eo e vez savet ar marc‘h-steuer, hag er voger-ze ez euz ibillou, ha pa ne ve ket e ve lakeat, ha neuze ar guyader a gomer en he zorn penn an neuden divar bep kanel, hag ez a bag e teu gant he neud, epad ma ra ar c’hanellou o vont en dro, muioc’h a drouz eget na ra kar ha kezeg o c’haloupat. Lakad a ra an neud-se e dro d’an ibillou, o terc’hel sonj mad pet beach a ra, rak ar gout a gantchou a rank beza. Pa ’z eo fin an neuden e rank beza aliesoc’h a gant.

Pa vez great al labour-ze, steuet ar viad ha poellet an daou benn e vouller anezhi da lakad a istribill da c’hortoz mont var ar stern.

L. G.

————
AN OFEREN
Eur gar benag kavet mad gent Aotrou n’Eskop Guened


Maro hor Zalver ouz ar groaz, var menez Kalvar e0 hor brasa tenzor, ha Sakrifiz Santel an Ofeyen eo an alc’houez hen digor evit hon lezel da gemeret ennhan aleiz hon dorn, a vozadou. Bevech ma kleVomp an oferen zantel, e c’hounezomp ar grasou on divije bet var menez Kalvar da vare maro hor Zalver.

Goude gorre-Doue, Jesus a zo, e guirionez, var an Aoter evel ma ’z oa e kraou Bethleem, da noz Nedelek, pa lakea da dridal gant ar joa oll Elez ar Baradoz. Var an Aoter, Jesus en em ginnig evidomp, abed evidomp, a zeven d’hor goulennou.

Hor Zalver en euz diskuillet da zantez Melchtilde, e c’hellomp, epad an oferen, He ginnig a—unan gant ar beleg, da Zoue he dad, evel eun tenzor hag a zo d’eomp a bez.

Eun dervez, pa zavaz ar beleg an Hosti zantel, Santez Colette a velaz hor Zalver stag ouz ar groaz, goloet a c’hoad, a c’houliou, o pedi evit ar bec’herien.

Saut Lauranz Justinien a lavar e vezo salvet pec’he- rien, ha dre gantchou, dre bedennou Jesus en oferen.

Dre eun oferen hebken, selaouet gant guir devosion, e rentomp muioc’h a c’hloar da Zoue, e c’horrennomp muioc’h a virit evidomp, eget dre an oll bedennou all hag an oll oberou a drugarez.