Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/443

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

325 — Evit santifia ar c’housk a zeomp da gemeret... Eüruz an tiez a vez ennho lavaret mad ar pedennou, ha diou vech eüruz ar re a vez pedet ennho e kommun. 3° E tleomp dreist oll pedi da zul. Ar zul a zo eun devez a beden. — Ar beden great en iliz eo ar vella... Doue zo e peb leac’h, guir eo, koulsgoude an iliz a zo evel he di, eno eo e skuill ar muia he c’hrasou... Tra poaniuz da lavaret: Lod, epad ar zizun zo tud vad ;... da zul e pec’hont ar muia.

Hogen, koulsgoude, pec’hi a zo atao eur goall dra, mes pec’hi da zul zo eun dra goassoc’h c’hoaz. Hra Aetreoiez Kirdiialed, Archeskibien hig Eskibiei Frm d’ir Veleien hi d’*n dnd Fidel enz ho Eskoption Hor Breudeür muia karet, Digemeret hon deuz holl gant ar vrassa anaoudegez Lizer meur Hon Tad Santel ar Pab digaset d’eomp evit hor sklerijenna e kreiz ar stad ker poaniuz m’ema brema an Iliz katolik, e bro Frans.

Gortoz a reamp gant fizians komzou ar Pab, heritour Sant Per. Da hen-ma hen deuz Hor Zalver Jesus-Krist roet ar garg da vaga an oancd hag an denved, da lavaret eo da vleina ar bastored hag an dud fidel dre hent ar virionez hag ar zilvidigez.

Kaset hon deuz beteg ennoc’h kenta nïhon deuz gallet, komzou vikel Hor Zalver Jesus-Krist. Ar c’homzou-ze a sko eun taol pouner e kalounou an dud dre ar bed holl. Ni a zelaou anezho e doare bugale sentuz.

Hoc’h eskibien, hollguitibunan, a en em zalc’h start var dro H. T. S. ar Pab e mesk trubuillou glac’haruz ann amzer vrema. N’ho deuz ganthan nemet eur galoun hag eunn ene evit karet an Iliz hag ar Frans.

Ho peleien ne rcont nemet unan gant ho eskibien, o senti a greiz kaloun ouz ar Pab, penn an Iliz, ha diskleria