Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/447

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

— 32Ô — diskarg ha didammal dirak an trubuillou a gouezo marvad var hor bro. Lezen an disparti, en doare nVeo fardet, a deuje da ziframma digant ar Frans, n’eo ket hebken he hano kaer a bobl gatolik, mez ive ar gvvir frankis da heulia ar religion he deuz roet dezhi he buez hag he sked, epad kement all a gant vloaziou. Hogen, ar relijion-ze hebken a c’hell c’hoaz rei dezhi, enn amzer da zont, ann urz hag ar peoc’h. Ni, eskibien katolik ha bugale Bro Frans, daoust ha ni a c’hell rei an dourn evit ma vezo sevenet eunn hevelep lezen ? Pi X hor ped, Breudeur Ker, da staga a-zrevi d’al labour a gleiz hag a zeou, heb ehana, hervez ar gwir hen deuz pep den enn he vro, evit renka ha reolenna stad ar relijion. Pa vezo deuet ar mare, ni a roio d’ehoc’h evit-se ann avizou ret ha mad, diouz ar pez a c’hell c’hoarvezout. Karout a reomp kaout fizians ne zirollo ket brezel a relijion var hor bro. Kristenien katolik Frans a c’houlen ma ne deuffer ket, en hano eul lezen hag a ro, var he meno, frankis da goustians peb hini, liberte da heulia ar relijion, da vrevi ac’hanomp a zindan eur reolen kontrol beo d’hor c’houstians. Dalc’homp sonj euz eun dra, e peb amzer hag e peb bro, stad ha servich ann Iliz katolik ne c*hell ket beza reizet nemet gant assant ar Pab, penn kenta ann Iliz. Ma rank bcza, kousto pe gousto, disparti etre ann Iliz hag ar c’houarnamant, ra vezo, da vihana, lezet ganeomp ar madou a zo d’eomp, ra vezo lezet ganeomp ar frankis hag al liberte boutin d’ann holl, evel er broiou din da lakaat ar ger Liberte var ho hano. N’omp ket evit kredi ne vije ket selaouet goulennou great en doare-ze. Enn eur beur-echui Pi X a lavar : « Epad an drubuillou- » ma e Bro-Frans, ma teu kement hini afell dezhan difen » mad he vro, da labourat gant unvaniez assamblez gant » ho eskibien ha ganeomp hon-unan evit difen ar reli- » jion, neuze arabat koll fizians e silvidigez ann Iliz, e » Frans. Kentoc’h, leac’h a vije da gaout fizians e savo » adarre prestik ken kaer ha ken huel ha biskoaz. Kredi » a reomp stard e teuio an dud katolik e Frans da zeveni » penn da benn hor gourc’hemennou hag hor mennoziou. Digitized by GoOglC