Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/460

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

En eur dreraen, an ezen anv Bep mare zistag eun delien, Hag ema c’hoaz pellic ar goanv Ez int gwenvet oll er vezen. N’euz mui a c’hlasvez er c’hoajou, Er strouez n’euz mui a richan, Ema sebeliet ar parcou Dindan eul linsel erc’h ledan. Ar bed a zo ’vel ar vezen, An dud a zo ’vel an deliou; Eur c’houezadennic, eun ezen Ho led d’an douar a verniou. Pa deu ar frim, al laboused A gouez, seized ho izili, Hag an den crenva d’ar vered A vez caset gant ar gozni. Ar vuez a zo eur vleunen 0 tigeri euz ar beure, Pa zigouez an denvalijen, Setu hi clozet adarre. GWENNAEL. Bre2el Breiz-Izel er pevarzekved kantved 1344. — Ar brezel eta a oa o tigeri a nevez. E penn kenta miz ebrel, Charlez Vleiz a gemeraz Kemper. Tenn e oe ar c’hrogad ; eur miz e padaz ar zeziz. Ar Challaoued a yeaz c kear ar c’henta a viz mae. Spountuz e oe an traou neuze, hervez lôd: ar Ster a oa he dour hanter- c’hoad. Charlez a velaz he-unan eur c’hrouadur o tena he vam, hag hi maro. Ker mantret e oe ma reaz paouez da laza. Mall e oa: ouspenn pevarzek kant den a oa astennet a benn neuze var ar ruiou... Siouaz ! Amaori Klison, e leac’h digas soudarded ganthan diouz Brô-Zaoz, a zigasaz eur c’helou heuzuz: Janed Montfort a oa follez !.... Digitized