Eur Verzerez epad ar RevoluLion vraz (1794) fKcndalch ) C/IIIECIIVET PENNAD (Kendalch) Epad ar pred, eul leanez pe re all a lenn eul loor benag a zcvosion. Goude ar pred ez ear atao d’an iliz da lavaret eur beden hag an Angelus ha neuze ez cuz rècrèation beteg eun heur. Epad an amzer-zc ive, eul leanez a ra peurvuia katekis d’ar re a zo er retret, hag a goinz d’ezho divar benn ar vuez kristen. Da eun heur anter, chapelet ha kantikou, da ziv heur eur brezegen var zakramant ar Binijen, da beder hetir, sarmon ha goudeze e vez root bennoz ar Zakramant. Dachuech heur ezcuz adare méditation ha da c’huec’h heur anter e ma koan. Eyit achui an dorvez e leverer ar pedennou hag e tis- pleger cun daolen hag a zo varnezhi unan benag deuz misteriou ar Basion. Da nav heur ez er da gouskat hag araog laza ar goulou unan deuz al leanezed a lavar a vouez hnel eur setanz benag da chomm er spered araog kouskat. An amzer a chom goude arbrezegonnou n’eo ket amzer gollet, tremen a rer anezhan o pedi pe o sonjal ervad, er chapel pe er meaz, hep kaozeal. Al leanezed koulsgoude a ia da gaout ar re o deuz c’hoant beza sikouret da ober mad ho retret, hag evelse e c’helIont ober kalz a vad d’ezho. Pa vez rotret evit ar oazed, aotrou person ar gouent a ra cvitho ar pcz a ra al leanezed evit ar mer- c’hed. Victoirc de Saint Luc o doa desket mad ar pez e divije da lavaret, ha ken dous oa he c homzou, ken tener he devosion ma lavare an oll anozhi: An demezel Victoire ker mad lia her zantei. Victoire edoa boulchct he buez nevcz e kreiz an dous- der hag ar joa. Doue peurvuia a zikour er penn kenta an eneou en em ro d’ezhan, o skuilla ennho levenez ha kon- solasion. Abred pe divezad e teu koulsgoude an amzer diez, amzer ar zec hor evit an ene. Doue a fell d’ezhan Digitized by GoOglC
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/464
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ