Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/466

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

c’hennerza gant an traou kaôr a gave en he c’halon da lavaret d’ezho divar benn an Aotrou Douehag ar baradoz. Evithi, he zonj a vije atao e Doue ha kementse a rea d’ezhi, aliez aoualc’h, beza dievez hag ober an traou a dreuz. Neuze he c’hoarezed a gave eur gomzik benag lemm da ober goap hebober poan evit he digas ennhi he- unan. lli a vije ar genta o c’hoarzin a greiz kalon hag ar re all a c’hoarze da heul hcb ober gaou cbet deuz ar garantez etre c’hoarezed. Al leanezed a oa nebeut anezho er Retred er mare-ze, hag abalamour da ze o doa nebeut a amzer d’ezho ho- unan. Pa gave eur pennad benag, Victoire a garie ober taolennou, troet oa var al labour-ze ha kenteillet mad ez oa bet ive. He devpsion evit ar Galon-Zakr a rea d’ezhi ober imajou zantel hag a oa kalon Jesus varnezho; ober a rea kalz zoken, da rei d’ar re all, ha kement-man a vezo ar penn abeg kenta deuz he merzerenti. Er bloaz 1786 e save arne teo a zioc’h d’ar France ; ene- bourien an Iliz a zave ho fenn hag a boanie da zivoada ar relijion ; ar gristenien vad a oa aoun hag enkrez en ho zouez. Impalaer an Allernagne, Joseph II a roe skoazel d’an dud fall a eneb an Iliz, ha guelet a reat ez oa erru da veza guir ar pez en doa lavaret an aotrou ’n Eskop de Saint Luc d’ho nizez er bloaz 1783. Kementse oll a roe da Victoire c’hoant da startad choaz en he stad a vuez ha da veza din da c’houzanv evit Jesus- Christ. Evit se e reaz eur retred er bloaz 1784 hag unan all er bloaz 1786, gant he zonton, eskop Kemper. An hini e deuz skrivet kaierou koz ar Retret a lavar : « Dindan va daoulagad e ma ar rezolusionou e deuz kemeret Victoire cn diou retret-se, ha n’hellan ket miret d’ho lakad aman, vad a raint d’an neb ho lenno. » « An aotrou de Pennanros, va c’hovesour, en euz lavaret d’in ober gant kalz a aket kement tra a zo stag ouz va stad a vuez, trugarekad Doue dalc’h mad da veza galvet ac’hanon, kinnig d’ezhan passion ha maro Jesus-Christ evit ar re a ra ho retret, hag ho gwestla d’ar Verc’hez gloriuz Vari. » Ober gant evez an traou disterra deuz va labourou, heb lezel nikun a gostez, hag ober peb tra gant ar zonj a Zoue. Digitized by GoOglC