Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/479

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

gle !• Petra eo sin ar groaz ? Sin ar groaz eo sin ar c’hristen. Eun dervez eur vezen a oue diskaret. . . Great e oue ganthi, n’eo ket eun ti, nag eun or, etc... mes eur groaz. Var ar groaz-se Jesus-Christ a varvaz... Cum exaifa- tus fuero omnia traham ad me ipsum. Pa vezin savet, me a denno kement so d’am c’haout. Evelse : an dud a zonje d’ezho, en eur lakad Jesus- Ghrist d’ar maro var eur groaz vezuz, distruja da viken, hen, he lezen hag ar zonj anezhan... ha pa dal ar groaz a zo deut da veza eun trôn a chloar evit Jesus-Ghrist. Ar groaz goude beza bet evel eun aoter, prenet ar bed varnezhi dre sakrifis Jesus-Christ, a zo deut da veza drapo ar gristenien, da veza merk ar c’hristen. Pep micherour, pep labourer... en deuz eun arouez, eur inerk hag a ro d’anaout petra eo... ar zoudard, ar mear... an archer, an noter... Pep bro e deuz he yez, he guiskamant... mes kriste- nien a zo e peb bro, e peb stad, etouez ar re baour, ar re binvidig, ar vicherourien, an dud a leve... penaoz ho anaout ?... dre sin ar groaz. Dre sin ar groaz e vez badezet ar c’hraouadur bian.. . sin ar groaz eo kenta peden a zesk, ar genta peden a ra... an diveza peden a zilez. Ar groaz hen diouallo en he vez, ebarz ar vered. Ar groaz a zo, ouspen, merk ar broiou kristen... Ar groaz var galon ar zoudard kalonek... var bruchet ar skoiaer studiuz... var ilizou an Aotrou Doue... Pa ziskarer ar c’hroaziou ez eo dija diskaret ar feiz... Sin ar groaz a zo roet deomp evit merka piou omp, bugale Doue. E Doue ez euz tri ferson: An Tad, en deuz hor chrouet. Ar Mab, en deuz hor prenet. Ar Speret-Santel, a zeu d’hor santifia. Dre zin ar groaz e rentomp eta meuleudi da dri ferson an Drindet. Ouspen, piou ac’hanomp ne gav ket, hed he vuez, eur groaz benag da zougen. Euruz omp rak-se da gaout dirak hon daoulagad kroaz menez Kalvar. Sellet mad outhi a zo kaout nerz da heulia hent arChaivar. 2° Penaoz ober sin ar groaz, pe evit lavaret guell, perak e reomp-ni sin ar groaz er c’hiz ma reomp ? Digitized by