Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/492

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

awalc’h da vont da heul kenta frouden a deue en hor penn, hag e c’houzanverap, brao braz, lezel ober en Alraagn ar pez a lavaremp a oa pec’het ober e Frans. Ne oa koulsgoude na gwir na digare da ober deomp eur seurt rebech, rag lezen ar vro-ze, ma n’eo ket da veza meulet hed-a-hed, p’eo gwir, ama hag ahont, e kaver ennhi pennadou steuet dizoare; da vihana e tiskwez anaout ha douja gwiriou ha galloud ar Pab, ar pez ne ra ket lezen Frans. Evit ar pez a c’houlennet digant ar veleien: diskleria, eur veach ar bloaz, edont e sonj da ober an ofisou en iliz evel diagent, adreg ar gourc’hemen-ze, hag o pije he zevenet, ne vijec’h ket bet er goasket evel adreg eur gwir lezen. Petra benag ma ne gaver henveledigez ebet etre ar pez a dremen en ilfzou hag ar pez a veler hag a glever en tiez, ma ’n em zestumer ennho, evit en em glevet pe evit diviz divar benn an dra-ma pe an dra-hont, koulskoude, evit diwal deuz goasoc’h drouk, an Uis ne divije ket difennet, marteze, ouz ar veleien plega d’ar pez a c’hou- lennet digantho. Siouaz! penaoz douja d’eul lezen a rea d’ar Bersoned disken, en iliz, e renk ho faresioniz, a ne leze gant-ho na gwir na galloud var netra. An dra-man oa distroada, diskar re an holl, ar heleg, hag ober faê varnezhan. « Eur gomz breman divar-benn al lezen nevez-c’hreat gant an Deputeed hag ar Senatourien. » Hou-man e deuz great foar ha skrab var madou an Iliz hag ho lounket en eun toal. Hor Zalver, gwir eo, zo plijet gant-han genelen eurchraouhamervelpaour-glez var ar groaz; an Iliz e deuz ive, azalek he c’havel, tanveat ar baourentez, an dienez. Piou evelato a gredfe lavaret ne ve ket dezhi, e gwirionez, ar madou a zo etre he daouarn, ha ne ve ket laer neb a glaskfe ho diframa diganthi ? Anat eo d’an all n’o deuz ar madou-ze ken perc’hen neraet an Iliz, hag ar gouarnamant he-unan, a gemeraz, evel gward, ar garg d’ho diwal, d’ho miret dezhi. Pe seurt digarez eta en defe breman da ober he daol skrab varnezho ? Divar benn an oferen hag oll ofisou an Iliz, e ma ive he zell da reiza d’he giz, al lezen ne oar nemet kemesk ha luia an traou. Pa vezo lavared mad, ne fell dezhi obcr Digitized