1 gavaz ez oa eun enor evithi ho gorren, ha Fauvel, mouller an eskopti a gasas d’ar Retred ar paperou danjeruz ne grede ket derc’hel he-unan. An itron de Marigo, superiorez, trec’h he c’harantez evit an Iliz d’ar spount rak ar maro, a roe ar skridou-ze du- man du-ze, evit ober vad ha miret ne vije touellet meur a hini gant ar c’hreansou nevez a glasket skigna dre ar vro. Kement-mau a ziskuez he nerz-kalon, rak ar chafot a oa ouz he gedal ma vije bet gouezet. Arveleyen zantel a veze o sikour ober ar retrejou, ha dreist oll an aotronez de Larchantel ha Gossoul, mistri ar Seminer hag an tad Le Guillou a gendalc’he hag a greske zoken da zarempredi ar gouent evit kennerza al leanezed en amzer diez a oa neuze. Mes unan anezho, siouaz, a droaz kein hag a reaz le da heulia ar (Constitu- tion civile du Clergé). Beleg assermantet ez oa evel ma leverer en hor bro. Heman oa an aotrou Claude Le Coz, d’ar mare-ze e penn skolaj Kemper. Ar c’hoant da zevel huel eo a reaz dezhan distaga deuz an Iliz, ha zoken, ober a reaz eul leor evit difen ar chouarnamant. Arvikeled vraz, e penn an eskoptineuze, rak ne ’z oa eskop ebet c’hoaz, a glaskaz distrei ar beleg paour, ha pa veljont n hellent netra varnezhan, a gon- daonaz he leor goude beza diskuezet sklear ne oa nemet geier ennhan. Victoire de St-Luc a anaveze mad an aotrou Le Coz pa ’z eo guir e teue da ober ar retrejou, ha pa ouezaz ne zelaoue ket ar re o doa da velet varnezhan, e falvezaz d’ezhi skriva d’ezhan eul lizer. Kement a boan a rea d’ezhi guelet ober an drouk, ma ne gaver ket re da lavaret divar benn helizer.« Marteze, eme unan deuz al leanezed, ar pez e deuz great ne zere ket kalz d’eur vaouez yaouank c’hoaz, mes ar pez a lavar gant he feiz hag he c harantez, a zo e kalon kement leanez a zo er gouent. • Pep hini a zonjo ar pez a gar deuz allizer-man; kouls- goude, er bersecution a zo breman e ve kaêr ma ve kavet kalz a verc’hed krenv aoualc’h ho feiz, ho c’halon hag ho gouiziegez evit galloud difen evelthi relijion Jesus- Christ. Setu amanal lizer : Digitized by GoOglC — 3Ù — «
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/503
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ