année N° £ Mars-Avril 4909 Eisved Blavez (4« ?•!¦¦•) Meurs-Ebrel 1907 FEIZ HA BREIZ FOI ET BRETAGNE REVUE BRETONNE-FRANQAISE RELIGIEUSE — LITTÉRAIRE — HISTORIQUE Paralssant tou» lem mola Feiz ha Breiz : setu an hano roet deur gazeten bre- zonek pen da ben a voc embannet evit ar vech kenta d’ar 5 a viz c’huevreur 1865. E touez ar re goz meur a hini a chelfe lavaret deomp pegen dudius e kavet anez*hi da len. An aot. Goulc’hen Morvan, e rener kenta, a zispakas ennhi e spered ken beo ha ken seder, hag e c’houeziegez vraz a draou Breiz. Ouspen keleier ar vro hag ar bed kristen a bez, e kavet eno kement a ioa mad evit frealzi ha kelen an dud oa great evifho ar gazeten. Goude brezel 1870, Feiz ha Breiz a ieas eneb an dud a c’houarne ar Frans. Daoust a ne ket an dra-ze a oue pen-abek dez’hi da veza diskaret: da viana, koueza’ reas e miz ebrel 1884. Kement hinia garie o bro Breiz-Izel, o yez hag ar skridou brezonek a reas kaon d’ar gazeten. Eur meuread a zal- c’has piz ha kempen an oll delliennou a ioa bet moullet en naontek vloas m’oa padet, hag a zo hirio eur guir denzor. Pemzek vloas goude, an Tad Corentin ar Guen a Gerbeneat, an aot. chaloni An Duc, persoun Mountroulez hag an aot. chaloni Fleury a bedas meur a zen all a volontez vad hag a skiant vraz eveld’ho, d’en em zastum e Landerne. Eno ne voe nemed eur vouez evit lavaret oa red embann e brezonek eur c’hannad nevez. Tri zra a ioa dreist oll e mennoz an dud goueziek-se : digas er skoliou ar voaz da zeski ar gallek hag ar brezonek an eil dre egile; lakaat ober leoriou nevez e brezonekha guellaat ar re a ioa muia skignot; rei da anaout guelloc’h guella kement tra a zel ouz on yez. Sevenet eo bet ar mennoziou- ze muioc’h eged na zonjer ha na c’helfen lavaret va-unan, dindan gouarn an Tad Corentin hag an aot. Normand, siouaz ! eat ho daou re abred d’an anaoun, hag ivez an aotr. Ar Oall, persoun Folgoêt, re a fred d’ezhan eù e Digitized by GoOglC
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/511
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ