— 37 — zonjan ket eveldot var beb tra, e c’houlennan a greiz Yl c’halon ma c’hellfes, guelloc h egedon, creski ar relijiou e kenver Doue, lakaat muioc’h a garantez etre an dud, ha dre ze, digass var an douar muioc’h a beoc’h hag alealded Glac’haret bras e veen ma teufen da ober displijadur da unan euz va breudeur christen o stourm outhan eb guir nag abeg. Ouspenn-ze, n’e ket pa ’z eo counnaret ouz an Iliz holl enebourien Doue eo deut ar mare evit ar gristenien dVti em ganna etrezho. Epad ar vrezel e tleomp holl a-unni senti buhan ha laouen ouz ar pez a lavar hag a lavaro Hon Tad Santel ar Pab hag an Eskibien, hag a hent iill, en em vrouda an eil egile da labourat calonekoch, peb hini var he dachen hag hervez he demps spered, evit cass var araog rouantelez Doue ha caout an treac’h e berr amzer. Piou ’ta neuze a gemeran evit fals doctored ? An dud a brezeg eneb ar Feiz, a zispenn an Iliz, a dag he c’hcn- telliou, a damall he oberiou, a voall-gomz euz he lezennou hag a ra goap euz he lidou. Hag int, siouaz! niverus Are ar bed. ’ Enebourien Doue hag an Iliz a zo savet hirio var c’horre hag a ro dorn an eil d’egile evit discar ar religion. Rannet ho deus al labour etrezho evit gellout dont abenn, essoc’h a-ze, deuz ho mennoz fallagr. Darn a ro eur gelennadurez dizoue er scoliou, darn a dag ar religion er journaliou, darn all a ra prezegennou fali, ha darn all a ra lezennou eneb ar reiz christen a zo diazezel er vro abaoue pemzeg cant vloaz. Brezel da Zoue e peb leac h ha var beb tachen. 2. — Ha comprenet ho peus pegement a zroug a ra ar scoliou dizoue ? Ghom epad seiz vloaz eb comz d’ar vugnb» euz a Zoue, eb deski an deveriou en he genver, eb lavarct netra divarbenn ar chount azo da rei dezhan,ha n’e k< t an dra-ze lakaat sioulic en ho fenn n’eus Doue ebed, po, ma ’z eus unan, n’eus ezom ebed anezhan ? Tevel hano Jesus-Ghrist, he vuez hag he gelennadurez, ha n’e ket an dra-ze lakaat ar vugale da gredi n*eo ket da voza adoret, p’e guir ar mestr-scol n’hen anavez ket ? Taolrr ar grucifix gant dismegans er meaz euz ar scoliou, evel ma reer breman, ha n’e ket an dra-ze deski d’ar;vugale Digitized by GoOglC — 38 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/513
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ