1 hen deus Hor Zalver benniget laêret bete vreman doujans ha carantez an dud ? Ha taolit evez penaoz beteg-hen n’eus hano ganeomp nemet divarbenn ar scoliou a zo neutr e guirionez, da lavaret eo, ne lavaront netra ebed a eneb ar religion. Ha caout a ra deoc’h ez int holl neutr en amzer vreman ? Ar re goz etouez ar vistri-scol a c’hell ober calz anezho eur scol neutr, abalamour m’ho deus dalchet ar feiz e goueled ho c’halon : ar re yaouank n’int ket holl henvel outho: lod anezho a deu deuz ar scol normale gant cas ouz ar feiz. Daoust ha ne veler ket an dra-ze sclear avoalc’h er scridou a lakeont da voulla ? Martreze ne gredont ket prezeg leiz ho ginou ’ eneb ar religion; mes pa gavont an tu, ne vankont ket da richanat divar he fenn, da damall ar pez he deus great an Uiz hed he buez, da daoler dis- megans var he ministred, hag evelse da vouga ar feiz neubeut a neubeut e calon ar vugale. Memez e calon ar vugale a en em brepar da ober ho fask kenta. Ar re vras ho-unan a chellfe beza collet gantho. Hag e sonj deoch ne vezo ket collet ar vugale, a zo ken dizifen, ker goak ho spered ha ken troet da gredi eur mestr roet d’ezho gant ho zad hag ho mamm ? . 3. — Evit kendelc’her ar vrezel great er scoliou d’ar religion, nag a scridou fall a vez skignet! Hag e feller tizout an holl gantho. Abalamour da ze, ar fals doctored a fard levriou ha cazetennou hag a zo hervez froudennou dishenvel an dud. D’ar re a zo douget d’al leuc’hach e kinnigont scridou lor, goest avechou da lakaat da ruzia gant ar vez tud Sodom ha Gomorr, ma vijent bet choaz er bed-man; d’ar re a zo c’hoezet gant an ourgouill ec’h aozont scridou difeiz gant eur bluen soubet e liou kement heretik a zo bet var an douar; d’ar re ne garont ket an traou fall e roont scridou etre daou, n’int na kig na pesked, e giz ma vez lavaret. Ar scridou diveza-man a zo aliez an danjerussa. l^enn traou louz ha fall a lak’ da heugi, hag ar gristenien ne reont ket an dra-ze. Mes n’ho deus ket a zifizians euz scridou ha n’int ket goall vrudet, abalamour ma seblan- tont beza honest avoalch. Goulzgoude, ar scridou-ze (leoriou ha journaliou) a varn an traou e giz pa ne vije na Doue, na baradoz, nag ifern ; e giz pa n’he dije ar Digitized by GoOglC — 39 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/514
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ