Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/515

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

vuez-man dor ebed var ar bed all; e giz pa ne vije an Itiz nemet eun dra savet gant an dud ; e giz pa ne vije ket ar goustians liammet gant lezen Doue ; e giz pa ne vijè ket ar gelennadurez christen da veza heuliet penn da benn gant an holl, peb hini hervez he stad, ha n’e ket ebken gant ar veleien hag ar relijiused. Petra Vhoarvez? An dud a lenn hevelep scridou a laoska er feiz neubeut a neubeut, hag a zeu da gemeret erez outhi, da c’hortoz ma kemerint cassoni. Hag an dra- ze ne zale ket. Romaniou distrantel, moullet e traon ar gazeten, a zaotr ar galon, hag eun artikl dizoue bennag, silet etouez ar re all, a douell ar spered. Ha setu christe- nien hag a vije bet guelloc’h gantho mervel kent eged en em rei da lenn scridou fall anat, ho deus collet ar feiz er memez tra. N’eus ket ezom eta da veza souezet o clevet Leon XIII o lavaret : « Ne fazife ket, emezhan, an hini a lakafe dreist holl var gount ar skridou fall an darvoudou man- trus a c’hoarvez en hon amzer. » Eur barrez hag a vezo lennet ennhi skridou fall a zo sur da goueza en disurz hag en discredoni. « Ar bobl ar muia douget d’ar religion, a lavare ar c’hardinal Pii, ar bobl sentussa, ma ne lenn nemet caze- tennou fall, a deuio a-benn tregont vloaz da veza eurbobl dizoue ha dispac’her. » Ha ne velomp ket ar c’homzou-ze deut da veza guir e Frans, ha memez e Breiz ? 4. — Eun dra hag a zo goassoc’h martrezeeged ar scri- dou fall eo ar goall brezegennou a vez great stank a eneb ar reiz christen. Eur scrivagner italian, hanvet Silvio Pellico, a lavare : « Comz beo an den he deus eur c’hal- loud ha n’ho deus ket al lennaduriou. An ene a zo muioc’h strañllet ganthi; ar zonjou a daol er spered a zank dounnoch ebars. E comz an den ez euz eur vuez ha ne gaver ket el levriou. » Ma ’z eo evelsc, nag a zroug a ra d’ar feiz conferansou an dud dizoue ! Ar brezegerien fall-ze a vez cavet n*e ket ebken er zaliou, el leae/h ma vod an dud d’ho zilaou, mes er c’hazarniou, en henchou-houarn, er foaiïou, en hosta- liriou. Lavaret a c’heller e caver hirio eur fals doctor e kementleachma’zeuseun neubeut tud destumet a-unan. Digitized by GoOglC — 40 —