Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/516

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Hag an dud a zo ken dizesk var ar religion, ma ’z eus eur riscl bras evitho da veza touellet. 5. — Labour ar fals doctored a zo kennerzet gant ar c’houarnamant en eun doare spontus. Guechall ar c’houarnamant a zalc’he ar reiz christen er vro; anaout a rea ar religion gatholik ; difen a rea gui- riou ar gristenien; resped hen doa evit galloud an tadou a famill; frankiz a leze gant ar c’houstiansou. Breman holl nerz ar c’houarnamant a zo troet a eneb ar religion. « Red eo, a lavare n’eus ket pell ar ministr Viviani, mouga sclerijen an env. » Ar sclerijen a lugern en env eo Doue hag an esperans da veza eürus ganthan goude trubuillou ar vuez-man. Pell a zo eo coumanset tud ar c’houarnamant da vouga sclerijen an env. Hano Doue lamet a bep leac’h, beteg divar ar peziou mouniz; ar groaz bannet er meaz euz ar sgoliou, ar c’hazerniou hag al leziou-barn; an divors lakeat er famill; ar voeuiou religion condaonet evel fall, ar relijiused casset kuit euz ho scoliou hag euz ho c’houenchou ; ar religion harluet neubeut a neubeut euz buez ar vro e giz bro; ar veleien prisoniet en ilizou; al leanezed taolet euz an hospitaliou; ar gristenien stanket outhohentar c’hargou; an holl enoriou roet dan dud a zo treitour d’ho badiziant; an holl draou-ze ha calz re all c’hoaz ha ne zigorent-hi ket eun hent frank ha ledan d’ar goaleuriou a c’hoarvez hirio ? E guirionez an dis- parti etre ar c’houarnamant hag ar religion n’eo bet nemet eur peur-gloza. Ha setu breman ar Frans evel bro, ar Prancizien evel pobl, a vev direligion ha dizoue. Furchit en histor : ne gavot e neb leac’h pobl ebed hag a ve couezet morse en eur stad ker mantrus. Ar c’houarnamant eta a zo eun digristener bras : dis- pign a ra he holl nerz evit digass en dro goassocheged ar reiz paian, rag ar baianed na vevent ket eb religion. " Sclerijen an env hen deus mouget dija e meur a galon. Ar c’houarnamant a zo kemeret gant calz a dud dizesk evit ar furnez memez diskennet euz an env : an dud di- vouiziec ho deus credet anezhan; ar c’houarnamant a zo galloudus; bara calz tud a zo etre he zaouarn : an dud laosk en ho feiz ho deuz heuliet anezhan; ar c’houarna- Digitized by GoOglC — 41 —