Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/518

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

_ 42 - ma c’houezje peb hini he gategiz bihan. Avoalc’h oa d’ar roue beza sklerijennet mad, evit ma vye lakeat eur reiz christen er vro. Mes hirio peb frances a zo roue; hen a c’houarn ar vro dre an dud a zibab da ober lezennou; hag ar reiz-se, e plijo pe ne blijo ket d’an holl, a gendalc’ho. Setu perag, peb electour e Frans a dle beza sklerijennet mad var ar religion ha caout eun ene a « rouc christen » evit mac’h anavezo deveriou ar c’houarnamant e kenver Doue, an Iliz hag ar bobl, ha ma tibabo da c’houarn tud hag a zo goest da lakaat eur reiz christen er vro, ha gant ar reiz- se, urz vad, peoc’h ha lealded. 4. — Gouzout a ran ervad ne zigouezo ket dioc’htu m’han dezo peb frances eun ene a « roue christen ». Mes kement-se n’eo ket red evit sevel euz ar stad trist m’eo couezet ennhan ar gristenien. N’eus ezom nemet euz eun nebeudic tud e peb parrez evit chench mennoziou an dud all. An darn vuia a vez ato bleinet gant eun dornadik tud euzan dibab. Ma sao er parrezioueurvandenniktud gui- ziek ha christen da vad, e sklerijennint ar re all, e tiscue- zint d’ezho an hent hag e tougint anezho da ober, gant anaoudegez hag e coustians, ho deveriou e kenver ar vro. Dalchit 8onj euz parabolen ar goell a lenner en Aviel. Eun neubeudik goell a lak’ eur bern toaz da zevel ha da jench blaz. Eun neubeudic christenien vad a zo goest ive da zevel ar bobl dreist fallagriez ar bed ha da rei d’ezhan ioulou mad ha leal. Ha credi a c’heliit-hu ho deus an ebestel gounezet ho-unan da Jesus-Ghrist an holl baianed ho deus bet ar vadiziant en ho amzer ? N’ho deus ket; mes an dud a ioa bet gounezet gantho a laboure guella ma c’hellent da skigna en dro d ezho anaoudegez Hor Zalver hag ar bed a deuas da veza christen e berr amzer. Ar Frans ive a deuio da veza christenez vad mac’h en em laka an dud ho deus bet spered digant Doue da studia mad ho religion, hag eur vech deut da veza guiziec, da stanka ho ginou d’ar fals doctored evit miret outho da douelli ho breudeur, hag er memez amzer, da zeski d’an dud a volontez vad ar pez a c’houlen Doue digantho en amzer vreman evit skigna he rouantelez. j.-F. Caer. Digitized by GoOglC - 43 —