Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/519

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Feiz ha Breiz hen deus meur a ioul hag a boanio d’ho zeveni, mar plij gant Doue. Unan anezho eo dislavaret ar fals doctored. Ne c’hellan ket anaout kementtra a vez lavaret a eneb ar religion dre ar vro. Laouen bras e veen da veza sicouret, ha memez red eo hen ober. Pedi stard a ran eta lennerien Feiz ha Breiz, ha dreist holl an aotro- nez beleien, da c’hovelia eur mell bennag evit ar gazeten ha d’hen digass d’in da Enez Tudy. Goudeze, me her c hasso da staga. N’eus ket ezom da gaout aon rag an doare da scriva ar brezoneg: peb doare a zo mad, hini Leon hag hini Sant-Briec, gant C ha gant K. A hent all, beza ma ’z eo bet savet Feiz ha Breiz evit cass var araog yez coz hon tadou, arabad goulskoude chom sebezet dirag an doare da scriva: guelloc’h eo labourat da lavaret traou mad. Daoust hag eul labourer douar a zo ken nec’het-se gant he irvi? Int eün ha cavatal, pe nint ket, n’e ket an dra- ze her chal dreist holl. Ar pez a c’houlen da genta eo ma tougint eun eost mad ha deuz ar re vella. LIZER HON TAD SANTEL AR PAB PII I I)’hor mab ker Jean Lerollc, Rener, ha d’hor bugale ger azo e penn hevredigez (1) ar « Yaouankiz hatolih » e Paris, Pii X, Pab. HOR BUG-ale GER, salud ha bennoz d’EOC’h, Gouzout mad a reamp gant pegement a galon e labourit evidomp ; anaout a reamp ivez ho sentidigez da gador sant Per ; hogen, eun testeni nevez a roit d’eonip a ge- ment-se gant al lizer hoc’h eus digaset evit kemenn d’eomp ar c hendalcli (2) broadus hoc’h eus sonj da gaout dizale e Bourdel. Ar pez a ra d’eomp beza laouen n’eo ket hebken an t< «teni-ze a zoujans hag a zentidigez, mes ivez ar c’helou e is ar c’hendalc’11 da zont. (t) Kevredigez, pe Unvanlez : Association e galleg. (2) Kendalc’h broadus : Congrès nalional. J.-F. C. --—OOÏ^COO- D’ar « Yaouankiz katolik »