— 48 — c’horf a rank kaout meur a vagadurez dishenvel, ha p’en em gaver war ar gevrenn m’oun karget anezi goude beza treuzet ar c’hevrennou all araok e weler dioc’htu ez euz kemm bras etrezo hag hou-man. Ar c’hevrennou-ze, ne c’hell an irvi enno beza troêt, aozet hag hadet nemed gant tud a vicher ; er gevrenn ñsiet ennoun an oll a cf hello ober eun draïk bennak, ar muia ma vô o rei an dourn, a vô ar gwella, ha zoken ma vezan laosket va unan da vont en dro ne d’in ket pell da goueza. Ezomm am euz muioc’h eget n’euz forz piou da gaout skoazell a gleiz hag a zeou, ha poania a rin eta gwella ma c’hellin da dremen diouz an oll ha da vont war araok heb beza dalc’h mad o sellet war va lerc’h, rak evel a leverer ne c’heller ket teuler meïn ouz kement ki a arz. Traou arouenn, traou^ar yez, traou ar vro evel mhen diskouez an tri ger lakeat e tal ar skrid-man d’hen di- verra ; ar pez a ra drouk ha mad d’ar ouenn, drouk ha mad d’ar yez, drouk ha mad d’ar vro. setu an traou ha netra ken a vô da gempenn en hon tachenn; c’hoant am euzec’h anavezfe anoll Vretoned pegen uhel eo o gouenn, pegen kaêr eo o yez, pegen dudius eo o bro; youl am euz kement ha ma c’heller kaout da welet va c’henvroïz o lavaret gant lorc’h ez int Bretoned, euz « Breiz-Izel, ar c’haêra bro, koat en he c’hreiz, mor en he zro » hag e ouezont mad ar brezonek. Setu aze lakeat ar mein-arz ne d’aïmp ket pelloc’h egeto, ha diskouezet freasa ha gwella ma c’hellen ar pal am euz c’hoant tizout beteg ennan, pal hag a zo peU mantrus diouzomp, pal hag a zo drez ha spern da drou- c’ha abarz tostaat outan, pal hag a vô red labourat epad meur a c’hoanvez hag epad meur a vloavez ha ne vô ket anat koulz lavaret e vezimp eat warzu ennan, pal hag e vezimp gourvezet e dounder yen ar bez abarz beza e dizet hag e vô red deomp kerzet etrezek ennan bemdez evelato daoust da-ze ha daoust da bep tra heb fallgaloni morse keit ha ma vô eun elfen euz spered brezonek hor c’hendadou en hor spered, eur berad euz goad ar re goz o deuz great Breiz en hor c’halon. Gant ar mennad-ze er penn hag eat e c’hrisiou betek ar galon e c’heller mont war araok, ha kaêr a vez labourat, Digitized by GoOglC
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/524
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ