Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/528

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —



En anv me vel glizennou e bek ar guez uhel,
O lugerni ’vel perlez gant an heol o sevel ;
Hag e kreiz ar perlez-se al labouzedigou
A gas oll en eur dridal d’an nenv meuleudiou.

Euz an eil bojen d’e ben, ’m eint o paravia
Piou a gano d’he grouer he zonik ar vraoa ;
Ouz ho c’hlevet e m’euz c’hoant da ober eveldo,
Da gas ive va feden d’am Zad zo en envo.

Ra viot meulet, va Doue, da veza din miret
Iez karet va zadou koz, hag ho feiz benniget
Ho brezonek ken kaër, ho feiz ker birvidik
Am laka, ha me paour, da veza pinvidik.

Mirit deomp, o va Doue, a dreuz ar c’hantvejou,
Ar feiz-ze atao kor stard ha kerrek an aotjou ;
Ra zavo ar Vretonet sounn ho fennou kaled ;
Ha keït ma pado ar bed ra goumzint brezounek.

Mirit deomp, o va Doue, gant sioulder ar meziou,
Disheol an hentchou doun ha goudor ar c’hoajou ;
Lakit en hon liorzou beb bloaz kalz a vleuniou,
Ha da guntuil anezo kalz a vugaligou.

Mirit d’hor gircher dero kân drant al labouzet,
Ha d’hor foenneier glas hirvoud ho goaziou red ;
Ra velimp c’hoaz pell-amzer ar bleuniou alaouret
O c’hija gant an avel var ar c’hleuziou lannek.

Diouallit, o va Doue, diouallit hor c’hroasiou,
Hon touriou dantelezet azioc’h hon ilizou ;
Diouallit hor verejou, beziou hon tadou koz,
Ma c’hellimp en ho c’hichen mont eun deiz da repoz.

Hon dalc’hit, o va Doue, ha guirion ha leal,
Grit na zelaouimp morse kenteliou an dud fall ;
Hag evel an Erminik, ma lavarimp bepred :
Gwell e ganeomp mervel eget beza saotret !


Guerz kurunet e Gouel ar bleun bruk e kastell Keryan (Sant Nouga), d’ar 4 a viz Guengolo 1906.