HISTOR BREIZ
Doare ar vro. — Bro-Breiz, alies galvet « Gourenez- Arvor » (peninsule armoricaine) eo al loden eus Bro- Chall eat ar pella er c’huz-eol.
Tri-gorniek eo; eur c’horn anczhi beget mad gant reier aotchou Loc-Maze-Pen-ar-bed en em zank er mor bras evel eur yen houarn. — An daou gorn all: unan demdost da Sant-Malo var aber ar ster Couesnon, egile e plegmor Bourgneuf e kichen an Naonet zo vardro daou- ugent leo etrezho. An daou-ugent leo-ze eo hen stag ouz douar Bro-Chall. — An diou gostezen all, unan eus aber Couesnon beteg beg Loc-Maze, hag eben eus an Naonet beteg ar memez leac’h ho deus, pep hini anezho vardro pemzek leo ha tri-ugent mor.
Kant anter-kant leo vor eta evit ober an dro var eün d’he aotchou, maes ouspen daou c’hant leo ma teuer da heuil an oll blegou dichiket ennhi gant nerz an tarziou. Diou vech bemdez, d’al lâno, goagennou bras, spountuz a zao eus kostez an Amerik, pe eus tu Bro-Saoz a zired d*an daou-lamm evit hen tarc’haoui; lavaret’ c’helfer e vichent varnez he lounka; nues ho c’hounnar zo didalvez; bepret int brevet var reier kalet he aotchou. — Dre hir- amzer goulscoude, en eur ziframma tamik hicho, tamik varc’hoas, en despet d’ar c’houriz kalet hen diouall tu ha tu, e vez roget ha dantelezet trô he mantel. Ned*eo nemet kaerroc*h a ze.