Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/536

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

tribunal, tud dimezet, greg ha bugale d’ezho; zoken, ki ar skolaj en doa bet eur vouez benag. Gouarnamant an departamant evit digas da voti ar re ne oaint ket goall start en ho feiz, en doa lavaret rei han- ter lur da bep hini, en dervez ma vije hanvet an eskop nevez. Ne oa ket fall, rak ne ranket ketkoll kalz a amzer, ha meur a hini ne deujont da voti nemet evit gounit ho hanter kant lur; evit kaout eun eskop a eneb ar guir iliz, arabat sellat re biz. Setu eta Louis-Alexandre Expilly hanvet eskop asser- mantet evit ar Finistère, ha beza ez oa unan deuz an dibab, deuz ar seurt a oa red kaout evit ober eun eskop ive gant ar beleg chismatik Claude Le Coz, principal sko- lqj Kemper. Ganet e Brest, Expilly en doa great he studi e Paris, ha person edo e Sant-Martin Montroulez, pa glaskaz beza hanvet député e Paris. Eno e tarempredaz tud desket ha troet fall, ha rei a reaz an dorn da ober eur reolen ervez ar revolusion, evit ar veleien. Kementse a reaz d’ezhan beza deut mad ; guelet a reat e troje buan gant tu ar revolusion hag e tistakche den dioc h an Iliz. Dallet gant anenoriou, ne zelaouaz nag ali na peden, ne zelaouaz ket zoken ar Pap Pi VI. Heman a zifenne a grenn rei d’ezhan an urziou a eskop, hag hen a ieaz da gaout eskop Autun, Talleyrand Perigord, mez an Iliz ha mez hor bro, evit beza sakret ganthan. Ar bevar var-n-ugent a viz c’huevrer, an eskop sakrilaj a roaz an urz a eskop da E.vpilly evit ar Finistère, da Charles Marollesevit departamant an Aisne. Tri eskopa rank beza evit an ofiz, ha gant Talleyrand ez oa Miroudot du Bourg, eskop Babylone, hag eskop Lydda, Gobel, an hini a vezo, siouaz, arc’heskop e Paris. Claude Le Coz, urzet pevar miz goude gant Expilly a deuaz da veza eskop Roazon Ar Revolusion ne gavaz mevel all ebet da ober guelloc’h labour evithi. Pa oue sinet ar Choncordat etre Napoleon ha Pie VII, e teuaz daveza arc’heskop Besancon, a berz ar Pap. Poan en doa bel o plega, dont a reaz koulsgoude d’en em deuler dadreid arPap pa oue kemennet dezhan dont, ha sina a reaz ar pez a choulenne Pie VII diganthan. Mervel a eure er bloaz 1815 gant eur c’hlenved paket oc’h ober tro — 61 —