Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/546

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

pluen goularz, frotet gant eur scolaer ouz he vreac’h, a zach eun dellienic paper, pe ma labouront an eil var cgile, evel an tan a labour var ar c’hoat. Red eo mont larkoc’h ha goulen : piou hen deus roet nerz d’an traou d’en em zistaol, den em zacha ha da labourat an eil var egile, p*e guir int great holl euz eun danvez hag a so t dinerz » dre natur ? Red eo lavaret ez eus dreist ar bed unan bennag hag hen deus roet d’an traou ar c’halloud da jench plas hag aoz an eil d’egile. Hennez ne receo ket he flach digant eun all, mes a zo « nerz » dre natur, hag an holl a ro d’ezhan an hano a Zoue. 3. — Hag arabat lavaret adarre : n’eus ket ezom eui Doue evit loch ar bed : an traou a labour an eil var egileeb fin : ober a reont eur renkad ha neus termen ebed d’ezhi. An digarez-se ne dal netra. Ma n’hen deus nicun euz traou ar bed ar c*halloud da loc’h gant he nerz he-unan, pe da ehana eur vech loc’het, e giz ma c’hoar an dud, holl assamblez n’ho dezo ket ive. Ma n’eus termen ebed d’ar renkad traou a ro bransel- ladur pe baoucz an eil d’egile, e ranker lavaret ez eus unan dreist-hi hag hen deus roet a beb amzer an taol kenta d’ezhi, p’e guir, lezet he-unan, n’he doa galloud ebed da vont araog na da jom a za. Doue hen deus roet an hej kenta da vomeder ar bed. An dud dizoue ne ziscuezont ket petra 9 c’hell lotfh ar bed. Lavaret a reont ebken e loc’h a beb amzer. Hag eno int cassaùs. Ma c’houlenfen divarbenn eullestr a dremen en dremvel: « Pe seurt nerz a gass al lestr-se ? » Ha ma ve respontet d’in : « Hennez a deu euz ar penn pella d’ar bed », e lavarfen dioc’htu : « Ho respont ne bar ket: ne c’houlennan ket a begeit e teu, mes pe nerz he c’hass : an dour, an avel, pe an tan. » En hevelep doare, diot eo respont an dud dizoue, pa lavaront d’an neb a c’houlen outho petra 1 gass ar bed en dro : « Mont a ra a beb amzer. » Ne c’houlenner ket a be amzer ez a, mes petra hen deus roet d’ezhan ar c’herzed. Ha d’ar goulenn-ze n’eus ken respont nemet houman: Doue a lak’ ar bed da vont en dro. Ha ma ’z a en dro a holl-viscoaz, Doue hen deus hel lakeat da vont en dro a hoU-viscoaz. Digitized by GoOglC - Ôô -