Souezuz eo memez marteze goude kement-ze ne ve ket muioc’h a zyndicajou c’hoas er vro ; rag, mar d’eo boul- c’het mad al labour gant hor mignoned, pell emaer c’hoaz diouz va mennoz, me fell d’in lavaret, da velet eur syn- dicat kazi e pep parrez. Mez siouas! ar mad a zo atao tenn da ober, kerkouls hag ar breizad da zibrada ! Ouspenn klevet oc’h euz ive lavaret: « PII]oul da Zoue raa ’z eo red, Plijoul d’an oll oe c’heller ket. • N’e ket eta, bezit sùr, heb tregas nag heb poan eo o deus hor mignonet great ar pez ’ zo great; na ken neubeut na c*hellimp heb stourmadek bale, d’hon tro, var o roudou. Mez evel eur beachour fur hag eveziant na zilez ket an hent mad, var zigarez ez euz varnon eun drezen bennak da vresa, evelse ive, esperans am euz, hor c’houraj a vezo treac’h da bep tra kontrol e kavimp var hon hent hag ec’h cchuimp labour hor mignoned. Tri dra kouskoude, hervez kenteliou reunion Kemper ha Landerne, a jom choaz da ober, en Escopti, evit ma vezo ar syndicat e stad da renta ar brasa servich d’al labourerien ha krenv aoualch da herzel ouz kement bar- arne a c’hellfe c’houeza divezatoc’h en e eneb koler e enebourien : 1° Da genta : sevel aleiz a zyndikajou, unanet an eil gant egile. O unvaniez ’ raïo o nerz ; rac ma ne zeo eun neuden nemet eun neuden, kant neuden gouenvet pe maillet assamblez a ra eur gorden ne c’hell den he zerri. Ouspen en eur ober aleiz a syndicajou, e leac’h unan dre garter, an oll en em anavezo enno, ha pep syudicat a zervicho goude esoc’h a ze da vean diazez d’an oll breu- riezou all a gomzin anezo divezatoc’h; 2° D’an eil: ober syndicajou hag ec’h en em emmeller enno euz ar verz kouls hag ouz ar pren; rac anez e c’hoarvezo ganto ar pez a zo bet c’hoarvezet gant Syn- dicat P..., el leac’h ma zeo bet gwelet ar varc’hadourien unanet o refus prena pe o prena a izel briz marc’hadourez al labourerien o devize kemeret o fosfat er Syndicat; 3° Erfin, d’an drede, red eo kaout ive eur gazeten, evel Feiz ha Breiz, hag a zervicho da gleuzenn pe da letern Digitized by Go
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/550
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ