Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/551

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

OglC — 103 — evit sklerijenna an hent hag avechou memez da dranch evit e gompeza d’hor mignoned a volontez vad pa glaskint ober eun dra bennak en hor parreziou.

Na pebez labour! a lavarfot marteze, ha gant rezon; ha piou a c’hello biken kas eur seurt labour da benn ? 011 assamblez, mignoned, ar penvidik hag ar paour an eil krog e dorn egile. Hervez al lezen kouskoude ar vleinamant euz ar zyn- dicat a dle beza d’eur presidant, d’eur secretour ha d’eun tenzorier, pe d’ar re all choazet, pa vez ezom, evit derc’hel o flas. Da vennout eo eta e ve kavet daou pe dri den guiziek habolontez vad dezo evit bleina mad syn- dicat pep parrez. Ha diez eo kement-ze ? Evelato, abalamour d’an unvaniez a vo etrezo, syndicat ebet ne vo ’vel dilezet, ha presidant an unvaniez a rento, servich d’an oll oc’h en em emmel euz ar pren hag euz ar verz. Ouspenn, evel em euz lavaret, pep syndicat a gavo ivez er gazetenn-man an oll aliou mad m’en dô ezom anezo evit kas mad da benn al labour a vo en e garg : ober kement-ze a zo memez unan euz e vrasa ioulou. Esperans am euz, erfin, e kavo leorik Feiz ha Breiz ar gwella digemer e kichen hon oll mignoned a verv en o c’halon ar gwir garantez evit an nesa, hag e stagint breman a zevri d’al labour, assamblez ganeomp, evit brasa mad an oll. Hag e ken kas e klaskefe unan bennak argila var ar poent-ze, e tigasin dezan da zonj, en eur echui, euz ar c’homzou-man a lavaras, n’euz ket c’hoas pell, an T. S. ar Pap Pi X, e-unan, da vistri kristen an anter-noz : « An nep, emezan, a fell dezhan beza kristen guirion na dle ket en em gontanti da bourvei d’e ezommou e unan, red eo dezan c’hoas ober e oll bossubl e peb doare evit diminui oll ezommou e vreudeur. Yan Bodeost. Â Digitized by GoOglC — 104 —