Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/554

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

paléontologie animale ; ar sillaben genta er gcr brezonek-ze a zo an hano-gwan hen, bet implijet alies e brezoneck gwechall, hag a ?o gantan talvoudegez ar ger gregach palaios). Studi ar plantennou a veve war an hevelep mareou a vez graet anezi henlouzouoniez (paléon- tologie végétale. Fosilen, liezder fosilennou a vez graet euz n’eus fors pe seurt relegou loened pe plantennou kavet e gwiska- dou doun an douar (i). II. Ar pex>are pennad-amzer Er gwiskadou-douar furmet d’ar mare-zeeo e kaver en Europ roudou kenta an den. Diouz studi piz ar gwiska- dou-ze, o deuz gallet jeolojiz ober diou loden eus ar peware pennad-amzer-ze. Epad al loden genta edo steriou an Europ kalz ledanoc’h eget n’ed int hirio ; ar Seine, an Tamisc a veze kement anczo ha ster an Amazo- nezed (2) hirio. Amzer an douarou-dichall (alluvions) a vez graet eus ar chenta eilrann (subdivisionhze eus ar pervare pennad-amzer ; er trouc’hadou teo a dreaz. grouan, bili, pri, ledet gant livadennou steriou an Europ a-hed an amzer-ze ez eo bet kavet, mesk-e-mesk gant eskern an olifant, an dourvarc’h (hippopotame) hag al leon, ar chosa benviou mean great gant dorn an den. Amzer ar Skorn Bras (époque glaciaire) a vez graet eus an eilrann all. Ar « skornegou-red » (glaciers) war an Alpou hag ar Pireneou a yoa kals brasoc’h eget ar re vreman ; skornegou-red ken bras-all a wiske lein ha krab meneziou Bro-Arvern, Bro-Iverzon ha Bro-Skoz e-lec’h n eus ken anezo hirio an deiz. Breiz he doa gwir veneziou war ar mare hag a zave o c’hriben beteg pem- zek kant metrad a-uz da c’horre ar mor. An Alpou, ar Pireneou, hag an aradennadou-meneziou-all eus an Europ a yoa ivez uheloc’h ha tevoc’h eget n’ed int hirio; koazet eun tam mad int abaoue, kignet, dispennet hag uzet hep paouez gant ar glaveier hag an doureier- (1). — Fosü Cs brezonck = ss gallek) eo an liano-gwan doarea: eul loen fosil, eur blanten fusil. FosUennek a vije ganun talvoudegei ar gallek /bari* lifère: gwiskadou reChel fosilennek, da lavaret eo gwiskadou reChel hag ez eus enno foBilennou. (2). — Lavarout a ran Amazonen, liezder Amazonezed, o brezonekaai ar ger war skouer femelen, femelezed. Digitized by GoOglC — 107 —