Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/555

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

red; an atrcjou anczo, kaset a-bell gant ar stcriou ha ledet ganto en o livadennou, a zo aet d’ober ar c’hompe- zennou bras. An holl a oar petra eo eur a skornek-red » (glacier) (1), Eur skornek-red a zo evel pa lavarfen eur wazad-skorn a vez leuniet ganti peu uhela an traoniennou, er meneziou uhel. Ar wazad-skorn-zc a vez kas war-raog ganti evel ma vez gant eur wazad-zour, nemet divalooc’h kals ez eo he c’herzed (2). Mammen hag an don ar skorned-red a z/> an erc’hennou (champs de neige) hag an tachennadou erc’hskorn (névés, neige-glace) a vez goloet ganto lein ar meneziou. Gant an dinaou a zo gant strad an draonien, gant he fouez he-unan, hag ivez gant an teuza a vez gant al loden anezi a zo a-stok d’an douar, ar wazad-skorn a ya bepred wrar-raog; hogen he lost o teuzi ezvuan o voza m’en em gav en cun amzer klouaroc’h, e lusk ivez da gila war an hcvelcp tro. Ar c’hemm a zo ctre an daou flach-ze eo a ra gwir araokaat ar wazad-skôrn. Dre fors frotal evel-se, en he c’herzed war-raog, ouz strad hag ouz kostesiou an draonien a dalv d’ezi da naos (aoz), e teu ar wazad-skorn da uza ar rec’hel. An uzadur- ze, avad, a zo dishenvel a-grenn diouz an hini grael gant an doureier-red. Kompezet, plenaet, anboulaet (arrondis) (3) keit-ha-keit e vez gorre ar rec’hel ganti. Ouspen ze, e kleuz enno roudennouigou ceun a vilierou ; garanet e vez ar re-ze gant ar mein munud, ar grouan hag an treaz a ’n em gav paket er skorn pa deuont da frotal ouz rechel an naoz (aoz). Dishenvel eo ivez uzadur ar mein munud ze charreet gant ar wazad-skorn diouz hini ar bili ruilhet gant dour eur froud (torrent). Ar re-man a zo bet peuruzet o c’heriou (4) ; anboulact ez int bepred ha kompezet flour. \\i Ar ger skorngrec’h a gaver war Geriadur an Ao. Gonidek, mad mar- leze dadrei iceberg (eur grechen-skorn war neun war chorre ar mor), na zere kel kais ouz eur« gtacier - war ar menezlou. A-hent-all ar ger skornen, implijtt e brezonek da lavaroui gorread skornet eul lenn ha mad da drei en hor yez icefietd (champ de glace) na zere ket kennebeut ouz ar « glacier • war ar meneziou. Skornek-red a zo savet war skouer meinek = amoncelle- tnenl de jrierres, e yez Gwened. <2) Da skouer. skornek-red an Aar, e Suis, a ra pep bloavrz 71 metrad war-raog. (3) Anhoulaat (TregerJ = arrondir. (4) Ker = arrêiedune pierre. Digitized by GoOgl