Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/559

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Fezhi rei (Tanaout d’ar vikeled vraz, hanoiou ar veleyen a deuje da zarmoun d’ar retrejou, difennet eo ouspenn d’ar veleyen kovez er retrejou, nemed galloud o defTe bet digant an eskop assermantet pe he vikeled vraz ; ha ma ne fell ket d’al leanezed heulia penn-da-benn ar pez so gourc’hemennet dezho, andepartamant a zifen outho ober retrejou, goudeze e vezo great ouz ar soeurezed ar pez a vezo kavet mad. Heb dale e velimp petra verk ar c’homzou-ze. An taol a oa pounner evit ar soeurezed. Meur a hini a oa digouezet evit ober ho retred, ha zoken, en ho zouez ez oa itronezed deut a bell. Red oa ho fedi da vont kuit pe ober ar sermant. Ne oar ket nec’het er gouent, hag an itron de Marigo a zo ken euruz hag he c’hoarezed o rei eun testeni nevez evit merka e kendalchent start en ho feiz. Ar retred ne zigoraz ket. An itronezed deut a bell d’ar retred, el leac’h mont d’argear raktal, a gavaz digor en abatti Kerlot, tost da di ar Retred. Eno e chomjont eun nebeut derveziou, pell diouz trouz ar bed, ho-unan gant Doue, o pedi. Kouent Kerlot a zobet serretive, hag al leanezcd taolet er meaz, ar bevar var-n-ugent a viz genver 1792. Expilly, koulsgoude, a gave diez guelet ne c’helle ket dont a benn ouz mestrezed ar Retred. Petra ra neuze ? Klask deski da ziou pe deir vaouez ouz kear, hag a du ganthan, penaoz e vez renet eur retred, evit ober labour ar sceurezet. Neglaskaz ket pell koulsgoude, guelet a rea ez oat o vont da ober goap outhan, hag e kavaz guelloc’h laza da vad ar retrejou. Arne teo a oa eta a zioc’h d’ar gouent paour hag an tarzkurun agrozaz aneil avizgouere 1791. Endevez-se, tud ar c’houarnamant a deuaz gant an arrêié-man da gaout ar soeurezed : An Directoire a ro urz da N. N... a zo e penn district Kemper, ha da N..., komiser, da vont var an deiz da di Itronezed ar Retred, evit anaout ho ger diveza divar benn ar (Constitution civile du Clergé.) Ober a raint eur prosez-verbal gant ar pez a vezo lavaret d’ezho. Ma ken- dalc’h ar sceurezed-se d’ar pez o deuz diskleriet dija, e vezo roet eiz dervez d’ezho evit mont kuit; ar ziel a vezo lakeat raktal var ho faperou, arrebeuri ha kement tra zo Digitized by GoOglC — 112 —