Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/561

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

gement tra ne oa ket cTezho, en ho hano ho-unan. P’on deuz goulennet digantho sina, o deuz great raktal, ha varlerc’h hano Victoire de Saint-Luc, eo merket: « A fell d’ezhi ober evel ar re all. » Bvit kompren ar c’homzou diveza-ze e rankomp lavaret ne zoa ket Victoire de Saint-Luc, pare c’hoaz, pa deuaz tud ar chouarnamant da obcr ho zaol kaêr. Ar soeurezed all a responte evithi. « Koulsgoude, eme archomiser, an itron de Saint-Luc n’e ma ket aman, ha den na c’hell respont evithi. Piou a oar, marteze e rai al le ne fell ket d’eoc’h-c’houi ober. — Nann, Aot. eme an itron de Larchantel, ne rai le ebet, he zantimant eo hon hini. » Ar o’homiser koulsgoude a fell d’ezhan guelet or glanvourez; mont a ra beteg he c’hambr gant an itron de Lnrchantel. Lavaret a ra dezhi ober al le peaec’herruogoallganthi. « Biken, emezki^ ne rin al le a clioulennit diganen^ prest oun da zina va refus gant va goad. » (Da genderchel). L. G. ...... Emglev Merched Kristen Franz Diverra euz al labouriou great epad ar bloaz 1906 gant Bretonezed kear Landerne a zo en E. M. K. F. An diverra-man a ioa dleet dezan beza bet embannet pell bras a zo, mez trubuilhou bern war vern a zo deuet da zale an hini ioa bet karget anezan. Lavaret a c’hellomp gant ar Barz : Sunt lacrymce rerum, daelou a zo e peb tra ha n’eo ket bet marteze ker gwir biskoaz ar ger-ze en hor genou evel ma zeo breman. Daelou hon deuz skuillet o welet ar maro o tiframma diouzomp an hini en devoa unanet e vuez gant hor buez, e galon gant hor c’halon. Daelou ho deuz skuillet ganeomp, M. K. F., o velet ar vro o vont d’an traon a lammou penn war lerc’h ar vota- degou fall m’eo bct treac’het enno ar gwir gant au nerz. Daelou o welet an lliz dispartiet diouz ar Fanz he merc’h hena. Daelou o welet tiez sakr ar bedenn savet gant prof ar paour hag ar pinvidik perchennet gant tud dizoue. i Digitized by GoOglC — 114