Marvaill ar c’hoar hena « Da vihan, da vras ar pennoc’h, Nao anduillen en e gof. » An dra-man a zo en em gavet n eus ket pell en eun tiegez e Breiz-Izel. Er goanv, en deiziou diveza a viz kerzu, dious an abardaez, en em gavas eun den da glask e lojeis.... Eur Cherne oa,. unanoklask reun da brena. — An ozach eus an ti, cun den mad, a roas dezan e loj ha zoken e goan gant tud an ti. Evel ma ’man ar chiz er goanv da veilla var ar meziou, an ozach sa pa achu euz koan a lavaras da baotr ar reun tostaat ouz an tan evit obcr eun tomm.... Edont en o gwir vellao tommapa reas an divroad eur sell er chiminal. Eno e oa nao anduillen euz ar re gaêra a istribill ouz eur penn bras tco hag a ioa du gant an uzul dre m’edo er chiminal meur a vloaz a ioa dija. « Sell ’ta, eme ar Cherne petra co an traou-ze ’ta ’zo aze a istribill ? » — « Ar re-ze, eme an ozac’h, a zo anduill. » — « Anduill, emearCherne, mez n’int ket henvel tamm ebed, rak lod anezo a zo gvvenn, ha lod all a zo du ; re deo ha re voan a zo ivez ; perak an dra-ze ? » — « Ar re, eme an ozac’h, a zo gwenn ha moan a reomp an elez anezo; hag ar re all teffoc’h ar re ze eo ar zent. » — « Haghenman neuze, eme ar Cherne, an hini a zo o telcher anezo hag a zo kalz duoc’h ? » — « Hennez, eme adarre an ozac’h, eo an Tad eternel. ¦ Ar Cherne ne lavaras mui ger, nemed e chomas pellet da zellet er chiminal..... Antronoz, mintin mad, setu hen prest da vont en hent; edo mestr an ti o tiskenn euz e wele p’edo o samma e zac’h war e joug evit mont adarre da droial, evel maz eo e vicher. — « Prest dija, eme an ozi\c’h ? » — « la c’had, eme ar Cherne. » Mont a ran en hent Gant an Elez hag ar Zent. Ha bennoz Doue deoc’h An tad eternel ra vô ganeoc’h..... Digitized by GoOglC A — 120 - ..
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/567
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ