Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/577

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EMBANNOU PARDOI FOLGOAT. D’an 23 euz ar miz-man, derc’hent Gouel Yan e vo eur pardon bras evit ar goazed hag ar bôtred yaouank hebken e Folgoat. An Aotrou ’n Eskop eo a raïo ar pardon-ze a vezo eun dro gaêr evit Bretoned Leon d’en em anaout ha d’en em glevet evit lakaat an traou da vont war well er vro. PARDON 8ANT YAN KERAN. Unan euz kosa ha brudeta chapeliou Sanl Yan e Rro Leon heb mar ebed eo hini Sant Yan Keran e parrez Sant-Nouga. Eun niver braa a bardonerien a zired di bep bloaz d’an 23, 24 ha 25 a viz even, hag ar chapel gos o veza ma n’euz mui anezi nemed eun darn euz ar pez ma oa gwechail a vez kalz re enk en deiziou-ze. Abalamour da ze an Aotrou ’n Eakop en deuz aotreet ma vije kanet an offerenn er meaz hiviziken. An Aotrou Mengant eo a vezo ganti er bloaz-man hag an Aotrou Chaloni Eveno gant ai> zarmon. Fiaianz hon deuz e lakaïo an nevezenti ze, an devosion d’an Aotrou Sant Yan da greaki c’hoaz er vro! GOLEL AR RLEUN RRUK. E miz gwengolo a zeu, e vo great adarre Gouel ar bleun bruk: Prisiou a vezo <i’ar c’haéra deatumadennou gweraiou. soniou, toniou ha marvaillou brezonek, hag ivez d’al labouriou dourn kaéra great hervez *pered ar vro. Ar 8kridou hag al labouriou a vo dleet o c’haa da vureo ar « Chourrier du Finistêre », 4, rue du Châteaut Brest, a benn an deiz kenta a viz gwengolo da zivezata. An Aotrou de Mun, hag an Aotrou de VEstourbeillon a ro adarre peb a velalenn arc’hant; ar re o defe c’hoant da rei dourn da zevel priaiôu evit lakaat traou ar vro da vont war wellaat, n’o deuz nemed kaa o frof d’an Aotrou Caroff. Aumônier de 1’Ecole SaintLouis â Brest Levriou nevez moullet ha great hervez spered ar vro I. — LE FEVISTÈRE PITTORESQUE Sitea et monumenls — un volume grand in-8- de 640 pages conte- nant plu8 de deux cents gravurea. Prix : 12 francs. En vente â 1’Imprimerie, 4. rue du Châieau ô Brest. Les deux vigneltes des pages 118 et 123 de la prêsente Revue sont exlraite8 de cet ouvrage. II. — AR €^H0RIV.%1ID01IED Eul levr moullet euz ar braoa gant an Aot. Simon euz Roazon hag ennan eur pez c’hoari euz ar re fenlusa. Priz 6 gwenneg. Evit e traout dre ar post skriva d’an Aotrou PerroU kure Sant Nouga^ dre Blouzevede, ha lakaat 8 gwennrgad timbrou el iizer goulenn. III. — PREZEGEm WAR TEIR RUEZ AR VRO