— 134 — N’oa buez ebed ennho. Evit an dud dizoue lavaret eo Doue crouer ar vuez n eo ket guir vouisiegez. Ha clask rei da gredi hen deus buez ar pez a vev just evel ar scorn hag ar c’houmoul, petra eo an dra-ze ? N’eus van ebed da ober evit clevet doctored calz re hardis o taoler geriou braz euz ho ginou, evel masse amorphe, plastide, protoplasma, protophyte (poulouden- nigou beo), monère, amibe, microzyma (greun beo), hemiorganisme (eur reiz ha n’eo nag hini ar plant, nag hini ar mineral). Ar geriou-ze tennet euz ar gregach hag ho deus an doare da c’holo eun tenzor a vouisiegez evit ar ginaoueien, n’int nemet geriou e giz ar re all ha n eus netra dindanho deuz ar pez hodeuz c’hoant an dud dizoue da lakaat. N’eus ket an disterra grinsen bri hag a ve en em lakeat da veva anezhi he-unan. Ar vuez a zo bet crouet gant Doue. (Da gendelc’her). J.-F. Caer.
HISTOR BREIZ (Kendalc’h) 4° En ho beziou c’hoas e kaver fors podou pri hag a zo eus mare ar benveachou mein. N’ho doa ar Geltet, evit ober ho friach, na moull na turgn : eun tam pri-prad bresset gant an dorn ha ledet gant an dorn, hag avechou gant eul loa goat evit ho floura el lec’hiou ne c’helle ket ar biziet tizout, ha setu oll; n’oa ket, evel a velit, na gwall reustlet ho labour, na dies da zeski ; n*ho doa ket ken nebeut ezom da vont a bell evit kaout ar furm da reï dezho. Gwelet o doa ar mouilc’hi o pria ho neiziou gant ho beg hag ho zreit, hag an neiziou-ze a zalche brao- bras an dour. Hi a heuillas squer al lapouset. Ar podou kossa kavet ’zo demhenvel ous neiziou. (La Poterie au* êpoques préhistoriques, etc. Musée de Kernuz, pl. 1 n° 3). Neubeut a neubeut goulscoude ijin ar poder a greskas. « Ar poder » a lavaran ; guelloc’h e viche lavaret « ar boderez », rag ar merc’het eo a rea al labour-ze (ar roudou Digitized by GoOglC