Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/589

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

135 — biziet chomet merket var ar pri, zo atao roudou biziet merc’het). Reï a rechont d’ho fodou fonsou plat; great ouent ledan, uhel, gant gouzougou, gant diouskouarn dious an implij a c’hoanteant reï dezho. N’ho doa ket, ket nebeut, a ferniel evit poazat ho friach. Pa veze ledet mad ar pri, ha roêt dezhan ar furn hag ar vent a c’hoanteant, ar poder ho foaze dious an tan, var oalet he lochen, pe er meaz. Eur boazadurez great en doare-ze oa dister : re a domder dious eun tu, re nebeut dious an tu all, kals eus ar podou a dlie faouta pe terri; hag ar re a chome difaout, ne zalc’hent ket mad an dour. Maes diès bras oa dezho ober gwelloc’h. Ar pri gros o d’hoa da ober ho labour n’en diche ket gouzanvet poaza- durez krenv eur forn ; torret ’vichent bet oll. Rag-se, liou ar podou zo peurvuia marellet dious an diavez : glaz-ven, glaz-tenval, liou ar voget, gell, rus-dü dious ma veze bras pe vihan nerz an tan en dro dezho. An darn vuia eus ar podou-ze zo bet kavet, el lavaret e m’eus dija, er beziou. Ar Geltet ho doa ar greden stard oa eur vuez all goude houman. Kredi a reant ive o doa ar re varo, er bed all, ar memez ezommou hag er bed- man. Setu perak e kemerent preder da lakat en ho beziou al listrï, ar benveachou hag an armou betimplijet gantho hed ho buez. DOARB \n VRO EN AIHZER AR OELTET Farda fors traou a dreuz hag a hed var gementze ne viche ket dies ; diessoc’h ’ vezo atao kaout ar virionez hag hen heuil penn da benn. Ret vezo d’heomp trouc’ha ber var gals traou merket el levriou bras, lezel an drail- lachou, ha kemeret ebken ar pez so sùr hag eb mar ebet. 1° Douar brassoc’h oa stag en amzer goz ouz Bro-Arvor eget hlrio. — Ar mor e deus gounezet kalz varnhi. Gwez bras a save soun gwechall ho fennou uhel e lec’hiou ne zo mui ennho breman nemet mor ha mor doun soken. Koazet eo bet an douar var ribl an aot- chou ? Pe cun tarz mor spountus benag en deus saillet var an douar, ha skubet dirazhan ty ha park, koat Digitized by GoOglC — 136 —