Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/596

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

3. — An olifant koz (elephas antiquus). 4. — Olifant ar Chreizteiz (elephas meridionalis). 5. — An olifant hirrvlevek (eiephas primigenius, mzmmouth e gallek). Brasoc’h e oa eget an olifanted breman. Chouec’h metrad uhelder en doa hag e skilfou krommet e doare eun hantergelc’h o devoa beteg pewar metrad hed. Goloet e oa e gorf en e bez a vleo gloanek, hirr ha stank, d’ezo eul liou du pe arruz (o tenna war ar ruz) ; eur voue a yoa ouz e c’houzoug hag a-hed liven e gein. Henvel e oa e dronpilh (trompe) ouz hini an olifant indezad a vreman. Pounneroc’b, avad, e oa e gorf ha berroc’h e beder-esker. Anavezout mad a reer e neuz dre ma ’z eo bet kavet e Bro-Siberi eleiz anezo miret dispar, kig, kroc’hen ha bleo, en douar skornet. En Europ, al lec’h ma ’z eo bet kavet ar stanka relegou an olifant hirr-vlevek eo traonien an Arno uhel, e provins Piemont (Itali). Eur wir veredad olifanted a zo bet dizoloet enni ; ken niverus e oa o eskern, gwechall, ma vezent kontrezet (implijet) gant ploueziz (kouerien, koueriaded) a-ziwar-dro, a-unan gant mein, da zevel mogeriou o ziez (1). 6. — An dourvarc’h bras (hippopotamus major). A vilierou ez eo bet kavet eskern anezan e dichaladuriou (2; ar Charente, ar Seine, ar Somme hag an Tamise. 7. — Ar frikornek hirr-vlevek pe frikornek fri-speuren- net (rhinoceros tichorhinus). Hanvet eo bet evelse aba- lamour d’eur seurt speuren askornek hag a ra an disrann etre e zifron. E gorf a veze goloet en e bez a vleo hirr ha stank, d’ezo eul liou loued-ludu (3). Daou gorn ken hirr daou anezo ouz kern c bcnn lia daou all brasoc’b grizienuel en e ziou abrant. Ar pewar korn skourrek-ze oc’b asten a-bep-tu a rea, bep mar ebed, dar c’haro rampeel-ze (cotoual)beza disneuz-iskiz. Beva a rea e Bro-Iodez epad ar pennad-amzer hanvet plioken (diveza eiliann eus an trede pennad- amzer). (1) Bez*e kaver ivez eleiz a eskern olifant hirr-vlevek er cbourenezcn Alaska, Amerig an Anter-noz. (2) Dicbaladur (Treger), douar-dicbal = alluvions; dicbal = le retraü de leau. (8) Kompctennou braa-divenl ar Siberi a zo ouz o ober gwiakadou treaz ha douar priellek a cbom bepred ftkornet en o dounder; avecïi ma cball grouez an beol-hanv diskorna an douar war-bed eur metrad banter diouz ar gorre. Ganl-se, al loencd bras, olifanted ha frikorneged, bet douaret gvrocball e-meak ar gw»kadou-zev a zo pei miret eneup doaredispar^ao( Digitized by GoOglC —