— 144 — Seurtjou dilec’hiet pe na vezont kavet ken nemet war ar meneziou uhel
1. — An ejen moueek (bison europaeus). Evel ejen moueek Amerig an Hanter-noz, ejen moueek an Europ, ken stank gwechall-goz en hor broiou, a zo gozik kollet ar ouen anezan hirio. An tri c’hant hini diveza a vez miret gant kals a evez gant gouarnamant ar Rusi en eur c’hoat bras a Lithuania. Henvel-beo eo dre e vent hag e stuzouz hini ar Chanada hag ar Stadou-Unanet. Daou metrad uhelder en deuz ha beteg 3 metrad hanter ha zoken 4 metrad hed. Eun tort a zo war e gein, etre e zis- koaz ha goloet eo e benn, e c’houzoug, e chouk hag e ziskoaz gant eur voue hirr ha stank. 2. — An ejen flerius (bos moschatus). Na gijer outan hirio nemet e broiou an Hanter-noz a vez ar re dosta da benn-ahel (pôle) an douar. 3. — Al leon (felis leo). 4. — Ar c’haro-erc’h (cercus tarandus). Ar seurt karo-ze, a yoa stank-souezus dre ar Frans a-bez e-kerz (a-zoug). Amzer ar Skorn Bras, na vez ken kavet breman nemet e lodennou an Europ, a zo lipet o aochou gant tonnou (1). Mor Sklaset an Hanter-noz (lodennou hanternoz Skan- dinavia ha Bro-Rusi). 5. — An antilopen saïga. Ar seurt antilopen-ze na gyer ken outan hirio nemet war kompenennou bras ar Siberi. 6. — Ar chragvouch (capra ibex, bouquetin e gallek). 7. — Ar chamoa (antilope rupicapra.). 8. — An hunegan-menez pe raz an Alpou (arctomys marmotta). 0. — Ar marlonk (gulo). 10. — An evn-erc h (tetrao lagopus). (Da gendercliel). R. Ar Rouz.
(l) Tonnou (Kerne) = gwagcnnou, koummou.