Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/612

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

— 158 — ar prezegennou hag al levriou faoz a zo bet great en he eneb e peb korn euz ar vro epad tri c’hant vloaz. Pedomp eta evit’ho aliez, evit ma teui an Aotrou Doue da gemeret truez oufho da lakâd da bara adarre var ho eneou reuzeudig sklerijen dudius gwir Feiz Jesus-Krist ! Mez, ma n’int ket ken heürus ha ni var ar poent-ma, — pell ac’hano, siwaz dez’ho ! — ez int marteze treac’h d’heomp e meur a dra all. Labourat a reont a zevri evit kas ato var wellftd ha var araog ho ïez, ho bro hag ho gwenn : Fy iaith, fy ngwlad, fy nghenedl ! Var eur million hanter a dud a zo e Bro Gymru, n’euz nemed eur million hag a anavezfe ar Chyrcraeg a. Mez, ar re-ma n’o deuz ket a vez euz ho iez. En darn-vuia euz skoliou ar c’houarnamant, — skoliou bihan kouls ha skoliou bras, — ez euz urz d’he desgi kenver-ha- kenver gant ar Saosneg. Er Skoliou-Sul, darempredet gant an dud iouang hag ar re goz koulz hag ar vugale, ïez ar bobl eo ar vestrez adarre, etc. Ne lavarin netra, en dro-ma, divarben an « Eisteddfodau » pe ar gwêliou braz a vez great peb bloaz er vro evit rei priziou d’ar skridou, kanaouennou, etc, kymraeg. — N’eo ket souez, eta, ma ’z int holl kanerien euz an dispar : an holl a c’hoar ar « solfa » hag a gân hervez ho mouez (soprano, alto, ténor, basse). — Hag an dra-ma, heb douetans ebed, eo ar pen- abeg ma jom ken birvidig en ho c’halon ho c’harantez evit ho ïez, hag, var eun dro, evit ho Bro hag ho Gwenn. Hor gwenn a zo rannet e c’hwec’h rumad : da lavaret eo Bretoned Breiz-Izel, Bro Geumri ha bro Gerne, ha Kelted Iwerzon(Irland), Bro Skos hag Enez Man. Estreged an traou kaer oc’h euz lennet divarben Breiz-Izel, « ar c’haera bro », hag an nebeud keleier embannet ama dia- raog divarben Bro Geumri, eur gerig eta ivez divarben ar Broiou keltiek all. — En Iwerzon, skwer an holl broiou, — en despet da dech milliget ar vezventi, a vir ouz Iverzoniz, evel oyz’homp-ni Bretoned, da veza eur bobl direbech, — en Iwerzon, an holl (Eskibien, beleien, kannaded, tud des- ket a beb oad, a beb renk hag a beb stad) a ra gwella ’ c’hellont evit gwellât e peb giz doare ho bro, ho gwenn hag ho ïez. En holl skoliou, koulz lavaret, e vez brema desket an Iwerzoneg, eur iez (breur da iez ar Skos ha da Digitized by GoOglC — 159 —