Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/613

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

hini Enez Man, ha kenderv d’ar Cheumraeg, d’ar Chernaeg ha d’ar Brezoneg) hag a skriver du-ze e lizerennou koz. An dud a Ilis, dreist holl, a ra kement’ zo cn ho galloud evit diarben an dud iaouang a fell dez’ho kuitâd ho Bro evit mont d’an Amerik pe da leac’h all evit dastum arc’hant hag heürusded pe baourentez ha klenved ! Hag ar Channaded a labour ivez evit gounid nebeud a nebeud var ar Chouarnamant Saos ar frankiz ’ zo bet, epad keit amser, nac’het ouz ho c’henvroïz ker! Henor dez’ho !

— E Bro Skos hag en Enez Man, al labour n’e ket c’hoaz eat kalz var araog. Goulzgoude, dre ma n’oa ket maro an holl giziou koz na zoken ar ïez, dreist-holl er Skos, an traou a wellaio buhan, hag eno ivez, abarz nemeur, an holl a gemero fouge en « ho ïez, ho bro hag ho gwen. »

— Evit Bro Oerne (Cornouaille anglaise), tennoc’h e vezo ar boan : rag âma ar Saosneg en d’euz douaret var neat ïez ar vro, hag evit rei buhez nevez d’ar ïez-ma, e vezo red da unan bennag c’hwezi ha stourmat. -Mez, eun nebeud tud a galon, evel an Ao. Jenner, o d’euz dija kroget en alar : gant gras Doue hag euntamighabasked, an douar a vezo buan troet mad, hag enn’han ivez e savo adarre louzaouen gaer « karantez-bro», kemmesget gant bleuniou pinvidig louzaouen « karantez Doue » !... G.-M. TRÉBAOL, o. m. i.