— Hirio da benn a zo tenval Ne res nemed guidreal Ha n’e ket souez, rac tra pe dra Zo dalc’h mad oc’h da zieza. Yi pe labouz ato bemdez. Deac’h oa crog ennout al laerez Hirio ma ’r rem oc’h da vouasca. Varc’hoaz e teui ar paz d’az crigna, Er mintin-ma e poa beriou Ember poan galon ha bilou. Pa zes en hent, ar berr halan A ia d’as c’heui buan ha buan Ha pa jomes eb treveilli Ema croped da izili. Tenval cz eo deued da veled Da ziscouarn zo anter stanked Da zaouarn zo ampafalek Ha da zivesker gravazec. Da vlaz zoken a zo troed Ar pez a voa kent da voued Evidot brema zo c’houêro. Gant eun netra out scuiz maro. Groum eo da chouc, ha me lavar Dre ma sellez oc’h an douar Emaout e clasc an ardemez " Euz al leac’h ma toulli da^vez. — Oh ! a leverez, me oar vad Ema ar gosni e tostât — Te hen lavar, mes te er c^hred I Aon braz am eus ne rafez ket Ouz ar gozni, mar dout maouez A beb seurt louzou a glaskes ; Var da zivoc’h eun tamic ruz Eun tamic fard lakct dre guz ; Dillad nêvez ervez ar cliiz Fichetoc’h eged re ’r jaouankiz ; Eur bale reud, cur min laouen, Ar clioarz bepred var da vourren ; Garout a rafes tremen c’hoaz Evid eur verc’h a ugent vloaz ; — 53 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/62
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ