da benn, beleg ebet ne cvbello beza dalc’het da rener er skolachou. Siouas evit Kastel ha Lesneven! N’eus fors ! na gollomp ket kalon! ne choarvezo ne- met ar pez a bermetto an aot. Doue. An Ilis, abaoue ma 2eus anezhi e deus bevet, ekreis ar brasa trubuillou, ha daoust da-ze e zeo eat atao var araog. Goad ar verzerien a zo bet eun had a gristenien. Hizio e vezo evel diagent; daoust dar reuziou n’eo eat tam var fallât. Er c’hontrol, seul ma vez bejet, seul doun e taol e griziou; — ar skourrou dizec’h a oa outbi a vo diskaret, hag ar skour- rou beo ne vezint nemet nerzetoc’h. En em sikouromp ba Doue hor sikouro. Evit achui, va lezit da sederaat ho penn gant eur gon- tadennik farsus am meus lennet ne ouzon ket e peleac’h. Daou weskle, o klask fortun a oa koezet en eur giri- nad dien. Dezho da veza boaz eus al lec’bid ne oa ket koant ar stâl gantho. Unan anezho gwân ba klemmus dre natur en em lakeas da geneudi eb en em sikour tam; prest e z’eas d’ar goeled ha kerkent e oue mouget. — Egile seder ha stard, ne vennas tam koll kalon. En em zifretta a reas, ba gant e battou klorennet e skoas a gleiz hag a zeou, adrenv hag araog, a droïas kement ha kement ma ne zaleas ket d’en em gaout var ar c’halet. Petra oa c’boarvezet ? Dre en em zifretta, an dien oue troet en amann. Ni, n’eo ket en dien omp koezet, mres hualou ’zo lakeat d’heomp. A fors d’o frotta e teuimp ive d’o uza. Ar Rener. Perag e ranker credi ez eus eun Doue ? (kkndalc’h) pazi E numero miz dn, e creiz ar bajen 261, e leac’h ar gerioa-
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/622
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ