Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/636

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

En doare-ze dreist oll eo e vezo al lezenn gristen moullet ken doun ha ker mat e sperejou hor bugale, ma n’heUo netra he divoulla. Hag en doare-ze ivez e teuio ar Vretoned hag ar Vre- tonezed vioan da c’houzout lenn ha skriva o yez. Ouspenn deski lenn ha skriva, goude skol an iliz, e c’heller kaout tro da zeski dhor bugaligou hon toniou kaér, hor chantikou, bor soniou hag hor gwersiou, da c’hortoz ma vezo ivez eul levrik da zeski dezo gant an traou-ze c’hoaz eun divras euz histor o bro. — Rak-se ar veleien o deuz c’hoant da labourat evit ar « Feiz » hag evit « Breiz » n’oufent ket en em gemeret e doare ebed gwelloch eget evelse evit dont abenn euz o zaol. Pa ne fell, pe ne c’bell ar beleg ober netra, e kaver ar raestr pe ar vestrez-skol hag a deurvezo marteze labou- rat evit Breiz ; meur a bennad a gemerint war amzer o diskuiz evit deski d’o bugale traou ar vro, n’euz bet me- neg ebed anezo er skol. Erfin er parresiou ha n’euz enno nak eur beleg, nak eur mestr, nak eur vcstrez skol tuet war draou Breiz e vezo kavet unan bennak c’hoaz, er bourk pe war ar meaz o kaout amzer ha deskadurez, hag a vodo ar vugaligou da zul pa ne vefe ken hag a skolio anezo en han Doue ha Breiz hervez o bro hag o micher. Abenn nebeut aman, eo red e vefe dre oll tkoliou sul ha mistri ha mestrezed enno da rei en han Doue o foan hag o amzer da drei ar vug&le w&rdr&ou ar uro. üoulenn a reomp dioc’htu digant ar vistri hag ar ves- trezed skol-ze, malakaïnto bugaligou daobereun dane- vell (lj gant ar steuenn (2) a lakeomp aman dindan an hano « an tri lonch ». Evelse da vihana a bouez lakât hor poan peb hini gvvella ma c’hello diouz e du e teuimp a benn da viret na vefe distaget a grenn hor bugaligou diouz o bro; evelse e teuimp a benndalakaat hor bugale da garet ti o zud ; evelse e teuimp a benn da ober anezo Bretoned ha Bretonezed vad, a zavo ar vro da zont war dismantrou ar vro dremenet. Savomp skoliou-sul hag oc’h adsavimp ar vro.

  • Evelse bezet great! J.-M. Perroï.

. A) Dan«Tell : récit. (2i Steuenn: canevas. Digitized by GoOglC