V Lakeat var an dôl da laza, VI Pa oa lazet, oue displuet VII Hag e blün a oe destumet VII Pa ouent pouezet, pouezet e oant IX Kouskit aze, toutouïk me |
Destumet gant Mari-Anna Abgrall, ha kurunet dezi e
Gouel ar bleun bruk 1906.
Deg leo tro dro ne vije ket Vavet eun nados dac’hriat ken brao ha ken prim hag hini Jozon an Dibener, mestr kemener bourk Melrand.
Ker buhan e laboure, ma teuze al labour dindan e zourn. Eur blijadur oa e welet o kemeret ar perlez e beg e nados hag o staga anezo ouz lostennou ar merc’hed koant, hag o varellat gant tiz jupennou ar botred vad.
Azezet war e dorchenn, e voest vutun en e gichen hag eur ganaouenn war e vuzellou, Jozon a droc’he, a c’hrie hag a laboure a hed an deiz ; daoust da ze, kaër en devoa lakât e nados da vont en dro morse ne gave dezan beza great awalc’h. Seul-vui e poanie, seul vui a ze e chome gantan. Gwir, lavaret e vefe e oa parrez Melrand a bez en em glevet evit e garga a labour.