— 311 laouén, juloded Gwiklan, ha zoken pennou sardin Douar- nenez. « Bigr, bigr, eme Jozon, nak a gemenerien a zo en » ifern ! Gant ar re-man avad e vezo labouret ha buhan. » Arabad koll amzer, emezan, labouromp, potred! » Hag an nadosiou er mezer. Ar gemenerien o deuz etrezo eun doare da gomz, Jozon eta a oa en em glevet gant Lusifer ha ne lavarje d’e vevelien nemed pemp ger.« Red hagoustad ba gra. » —Ar pez a dalie da lavaret:«Gri penn da benn ar c’hres.» « Red ha goustad ha gra » a lavare bep taol nados ar c’hemener ha bep wech e veveli^n a c’hiz nevez a res- ponte dre bemp mil taol nados. En eun taol nados, labour an deiz-ze a oa great. En deiz warlerc’h, da c’houlou deiz, e oant adarre azezet war o zorchecn, hag ivez en deiz goude. « Red ha goustad ha gra » a lavare bep mare Jozon hag an nadosiou en neac’h hag an diaoulou a rea pemp mil hrav. Kredi a rit eaz, n’helle mui parrez Melrand, rei labour awülc’h d’eun hevelep kemener. Ar parresiou tro war dro a zigasas ivez o lod, ha yalc’h Jozon a oareud a benn fin ar bloaz. D’an deiz diveza ivez avad, a veac’h m’oa sounet an- ter-noz, Jozon, epad m’oa azezet klok war e dorchenn o sonjal en e labour, a welas Lusifer o tont en e di. — « Ha dalc’het mad am euz d’am ger, emezan ? » — « Ya! ya! e gwirionez, Aotrou, eme ar c’hemener, » ha breman em euz muioch a zanvez egetn’euz forz » piou er barrez. — « Gwell a ze ’ta, digouezet mad oun eta da c’hou- » lenn va c’houmanant. » — « Guir eo, roïtdin,koulskoude, amzer awalc’h da • beur ober ar bragou hag ar zati man. » — « N’am euz netra danacb cuzit, Jozon. » Hag an diaoul azeza da c’bedal, war an trebez e kreiz an tan. A gorn ar c’hemeoer a zelle outan hag a bede oll zeot ar baradoz da rei dezan skoazell. E vizied dia- gent ken prim a deuas evel skournet. Kas a rea e nados ken goustad, ken goustad, ma ne zea tamm al labour war araok. Digitized by GoOglC —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/641
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ